Nadège Noisette, ganet d'an 12 a viz Gwengolo 1977, zo un ijinourez a vicher hag ul livourez, ezel eus Div Yezh.

Brezhoneg a lak en he zaolennoù, ha diskouezet he deus anezho e Roazhon hag e Ti ar Vro e Kemper. En sell emañ da skeudennaouiñ levrioù brezhonek, ha ganti eo bet graet golo Teod ar balafenned.

E miz Meurzh 2014 e oa war ar renk e dilennadeg kêr Roazhon, war listenn ar re C'hlas, hag anvet eo bet da guzulierez kêr[1].

Notennoù kemmañ

  1. https://web.archive.org/web/20140331025314/http://www.linternaute.com/elections-municipales/resultats/rennes/ville-35238