Nafarroa (disheñvelout)
Nafarroa (en euskareg) pe Navarra (e brezhoneg) zo un anv roet:
- d'ur rouantelezh eus ar Grennamzer hag en em lede en daou du d'ar Pireneoù hag a oa bet rannet e div lodenn er XVIvet kantved.
- d'ar rouantelezh er c'hreisteiz d'ar Pireneoù, deuet da vout ur broviñs eus rouantelezh Spagn, a vez graet Navarra Uhel anezhi e brezhoneg, hag a zo deuet da vout Kumuniezh Forel Navarra, anezhi ur gumuniezh emren, ma komzer spagnoleg hag euskareg, e biz ar stad spagnol, hag Iruña he c'hêr-benn, a zo unan eus ar seizh "bro" a ya d'ober Euskal Herria.
- da Nafarroa Beherea (pe Benafarroa), pe Navarra Izel e brezhoneg, lodenn ar rouantelezh kozh en hanternoz d'ar Pireneoù, ur rouantelezh ganet er XVIvet kantved pa voe distaget diouzh Navarra, lakaet e departamant ar Basses-Pyrénées e 1790, hag a zo ivez unan eus ar seizh "bro" a ya d'ober Euskal Herria. Donibane Garazi eo ar gêr-benn anezhi.
Graet e vez dave outi alies en istor Bro-C'hall abalamour ma oa rouantelezh Herri IV a legadas anezhi d'e ziskennidi.