Nag a Wad zo titl ur pezh-c'hoari berr (un arvest) gant Jarl Priel bet embannet en niverenn 112 eus ar gelaouenn Al Liamm ( Gwengolo - Here 1965).

Ar pezh-c'hoari

kemmañ

Goude brezeliñ e Troia (skrivet Troaz gant an oberour) ez eo distroet ar roue Agamemnon en Argos. Hag eñ manet kousket ez eo kontellet en e gambr da noz gant Aigistos (skrivet Egistes gant an oberour), kamarad kleiz ar rouanez Klytaimnestra (skrivet Klitemnestra gant an oberour). Padal, klemmoù ar roue war e dalaroù a zo bet klevet gant e verc'h Elektra a zegouezh er rakkambr e-lec'h m'emañ Klytaimnestra o c'hortoz. Buan a-walc'h ez eo diskoachet ar voualc'h war he neizh gant Elektra ez eo kinniget ur marc'had dezhi gant ar muntrer evit ma tavo-hi war gement-se.