Nena
Nena | |
Nena during Münchner Sommernachtstraum (2013)
| |
Anv | Gabriele Susanne Kerner |
---|---|
Ganet | d'ar 24 a viz Kerzu 1960 Hagen, ![]() |
Micher(ioù) | Kanerez-saverez kanaouennoù |
Doare(où) | Neue Deutsche Welle, New Wave, Pop |
Benveg(où) | Mouezh |
Bloavezhioù oberiant | 1981–1987 (strollad) 1987–bremañ |
Label(ioù) | CBS/Columbia Records, Warner Music |
Lec'hienn ofisiel | nena.de |
Endro | Carlo Karges Uwe Fahrenkrog-Petersen Jürgen Dehmel Rolf Brendel |
kemmañ ![]() |
Nena (Gabriele Susanne Kerner hec'h anv ofisiel, ganet d'ar 24 a viz Meurzh 1960 e Hagen, Alamagn ar C'hornôg) zo ur ganerez pop hag un aktorez alaman. Tapout a reas brud etrebroadel e 1983-1984 gant he c'hanaouenn "99 Luftballons". "Nena" a oa ivez anv ar strollad a lañsas ar ganaouenn a-gevret ganti. Ur breur hag ur c'hoar yaouankoc'h egeti he deus.

BuhezAozañ
Ganet e voe Gabriele Susanne Kerner d'ar 24 a viz Meurzh e Hagen. D'ar c'houlz-se edo he zud o chom e Breckerfeld. D'he zri bloaz e voe lesanvet Nena (a dalv "plac'hig vihan" e spagnoleg pemdez) gant he zud p'edont o vakañsiñ e Spagn. E Breckerfeld eo e tremeanas Nena he pemp bloavezh kentañ a-raok mont gant he ziegezh da chom da Hagen ma tremenas he yaouankiz ha ma tarempredas al lise Christian-Rohlfs-Gymnasium. Kuitaat a reas al lise a-raok an termen evit mont da heuliañ ur stummadur tri bloaz da vont da orfebourez.