Never Mind the Bollocks, Here's the Sex Pistols
Never Mind the Bollocks, Here's the Sex Pistols | |
gant Sex Pistols
| |
Bro | Rouantelezh-Unanet |
---|---|
Deuet er-maez | 28 a viz Here 1977 |
Enrollet | miz Here 1976, miz Meurzh-miz Even 1977, miz Eost 1977 , Wessex Sound Studios, Londrez ( Rouantelezh-Unanet) |
Padelezh | 38:47 |
Stil | punk |
Kompozour | Steve Jones/Glen Matlock/Paul Cook/Johnny Rotten, Sid Vicious |
Produer | Chris Thomas, Bill Price |
Ti-embann | Virgin |
Never Mind The Bollocks, Here's The Sex Pistols pe Never Mind The Bollocks eo ar bladenn studio ofisiel nemeti bet savet gant Sex Pistols. Gwelet e vez peurliesañ evel ur bladenn a-bouez bras en istor ar sonerezh, gant an dud entanet gant ar strollad koulz ha gant ar vurutellerien.
Embannet e voe ar bladenn d'an 28 a viz Here 1977 gant Virgin Records,[1] ha trouz a savas abalamour da implij ar ger saoznek "bollocks" (kelloù) en he zitl.
Enrolladennoù koshoc'h eus al lod brasañ eus kanaouennoù ar bladenn a gaver er bladenn Spunk , enni enrollladennoù bet graet etre 1976 ha miz Genver 1977. Ur pennadig a-raok embann Never Mind The Bollocks e voe embannet Spunk.
Istor ar bladenn
kemmañNever Mind The Bollocks eo ar bladenn ofisiel neemti bet embannet gant Sex Pistols e-keit ha ma oa ezel Johnny Rotten eus ar strollad, daoust ma adkaver ar memes kanaouennoù en ur bern kendastumadoù (nebeutoc'h evit tri miz goude embann ar bladenn e voe divodet ar strollad). Ar 4 fladenn single bet embannet gant ar strollad a-raok a gaver er bladenn, war-bouez tuioù B ar singles. the group had effectively disbanded less than three months after the album's release). Stummoù disheñvel eus ar memes tonioù a glever er film The Great Rock 'n' Roll Swindle.
A-boan embannet Never Mind The Bollocks e savas trouz er Rouantelezh Unanet. Ar gudenn gentañ a savas abalamour da implij ar ger bollocks e titl ar bladenn. Rener stal Virgin Nottingham en doa lakaet ar bladenn war wel en e rakstal, ha kaset e voe dirak al lez-varn, asambles gant Richard Branson, hag eñ e penn Virgin Records. D'ar 24 a viz Du 1977,e-pad ar prosez, e teuas arbennigourien da embann e talveze bollocks kement ha beleg e saozneg kozh, hag a dalveze, evit bezañ resisoc'h c'hoazh, diboell e titl ar bladenn.
Muioc'h a drouz a voe c'hoazh abalamour da gomzoù ar c'hanaouennoù "God Save the Queen" hag "Anarchy In The U.K.", hag ivez abalamour da c'holo pladenn single "God Save The Queen" bet savet gant Jamie Reid[2]. An div ganaouenn a voe gwelet evel tagadennoù heuzus a-enep ar roueeleezh, ar gevredigezh dre vras hag ensavadurioù ar Rouantelezh Unanet. Gwelet e voe "God Save The Queen" evel un dagadenn hiniennel a-enep Elesbed II. Steve Jones ha Johnny Rotten a lavaras ne oa ket ar rouanez a felle dezho tagañ, met izili all eus he familh hag ar gouarnamant dre vras.
Levezon ha pouez
kemmañNever Mind The Bollocks, Here's The Sex Pistols a dizhas renk kentañ an hit parade e Breizh-Veur hag a renk 106 er Billboard amerikan. Daoust ma ne reas ket kalz berzh e diavaez Europa e teuas da vezañ pladenn aour e 1987 (500 000 skouerenn) ha pladenn blatin (1 000 000 skouerenn) e 1991.
E 1985 e voe lakaet ar bladenn e 13vet renk ar pladennoù gwellañ bet embannet gant lennerien NME[3] Hag e 1993 e tizhas 3de plas ar pladennoù gwellañ bet embannet hervez lennerien ar memes kelaouenn.[4].
E 1987 e tizhas ar bladenn eil renk roll ar pladennoù gwellañ bet embannet en 20 vloaz a-raok, savet gant Rolling Stone. Hag e 2003 e tizhas 41añ renk roll ar 500 pladenn wellañ bet savet gant ar memes kelaouenn. En e levr The Alternative Music Almanac (1995) e lakaas Alan Cross ar bladenn e 6vet renk an dek pladenn dazeilat gwellañ ('10 Classic Alternative Albums'). E 1997 e voe e 24re renk roll ar pladennoù gwellañ, diazezet war ur sontadeg Music of the Millennium kaset er Rouantelezh Unanet gant HMV Group, Channel 4, The Guardian ha Classic FM. E 1998 e voe lakaet e 30vet renk ar pladennoù gwellaén bet embannet gant lennerien Q hag e 2000 e voe lakaet e 10vet ar 100 pladenn vreizhveuriat gwellaén bet embannet gant lennerien ar memes kelaouenn.
Tizhout a reas 17vet renk roll ar pladennoù gwellañ bet savet gant VH1 e 2001. ha tizhout a reas renk kentañ roll an 50 pladenn bunk gwellañ bet votet gant lennerien ar gelaouenn Kerrang! [5].
E 2006 e voe dibabet gant skipailh Time e-touez ar 100 pladenn wellañ bet embannet [1], hag er memes bloavezh e voe lakaet e 4re renk ar pladennoù breizhveuriat gwellañ gant lennerien NME[6]
Stumm gant 11 kanaouenn
kemmañTu A
kemmañ- "Holidays In The Sun" – 3:22 *
- "Liar" – 2:41
- "No Feelings" – 2:56
- "God Save The Queen" – 3:20
- "Problems" – 4:11
Tu B
kemmañ- "Seventeen" – 2:02
- "Anarchy In The U.K." – 3:32
- "Bodies" – 3:03 *
- "Pretty Vacant" – 3:18
- "New York" – 3:07
- "E.M.I." – 3:10
- "Submission" a voe ouzhpenent da lod brasañ ar pladennoù, e stumm ur bladenn single un tu dezhi (VDJ 24).
Stumm 12 kanaouenn
kemmañTu A
kemmañ- "Holidays In The Sun" – 3:22 *
- "Bodies" – 3:03 *
- "No Feelings" – 2:51
- "Liar" – 2:41
- "God Save The Queen" – 3:19
- "Problems" – 4:11
Tu B
kemmañ- "Seventeen" – 2:02
- "Anarchy In The U.K." – 3:31
- "Submission" – 4:12
- "Pretty Vacant" – 3:18
- "New York" – 3:05
- "E.M.I." – 3:10
- Golo ar bladenn amerikan (Warner Bros. BSK3147) hag an hini ganadian (Warner Bros. KBS3147) a zo roz ha gwer, hag eilpennet eo "God Save The Queen" ha "Problems".
Sonerien
kemmañ- Johnny Rotten - kan
- Steve Jones - gitar, kan
- Glen Matlock – gitar boud, kan
- Paul Cook - taboulinoù
Holl ganaouennoù savet gant Steve Jones/Glen Matlock/Paul Cook/Johnny Rotten, nemet * Jones/Cook/Rotten/Sid Vicious. Holl gomzoù gant Rotten (komzoù orin "Seventeen" gant Jones, komzoù orin "Pretty Vacant" gant Matlock).
Berzh
kemmañAlbom
Bloavezh | Anv | Renk |
---|---|---|
1977 | Hit parade albomoù RU | 1 |
1978 | Billboard 200 | 106 |
Adembannadurioù
kemmañAdembannet e voe ar bladenn vinil (180 gr) d'an 29 a viz Here 2007 gant Virgin Records, da lidañ 30vet deiz-ha-bloaz ar bladenn. Ouzhpennet e voe stumm 7" "Submission" hag ur skritell, evel ma oa bet graet d'an 28 a viz Here 1977.
Adembannet e voe ivez gant Virgin ar beder fladenn single bet savet gant Sex Pistols : "Anarchy In The U.K.", "God Save The Queen", "Pretty Vacant" and "Holidays in the Sun", a-raok lakaat adembann ar bladenn vras.
Notennoù
kemmañ- ↑ Jon Savage : England's Dreaming, 1991, Faber & Faber, Londrez 414 p. ISBN 0571-22720-1
- ↑ The Sex Pistols - Never Mind The Bollocks, at Sleevage
- ↑ NME, 30 a viz Du 1985
- ↑ NME, 2 a viz Here 1993
- ↑ http://rateyourmusic.com/list/unj/kerrang__50_greatest_punk_albums_ever/
- ↑ NME, 28 a viz Genver 2006