Nick Cave and the Bad Seeds
Nick Cave and The Bad Seeds a zo ur strollad sonerezh rock. Ar sonerien a gaver ennañ a zeu eus broioù disheñvel. Savet eo bet e 1984 gant daou aostralian bet e-barzh The Birthday Party : Nick Cave ha Mick Harvey. Er penn-kentañ e oa ivez Blixa Bargeld (ezel eus Einstürzende Neubauten), Barry Adamson (bet soner gitar boud e-barzh Magazine) hag ar gitrarour aostralian Hugo Race. Anita Lane a gemeras perzh er raktres ivez : komzoù a skrivas. Pladenn gentañ ar strollad, From Her To Eternity a zeuas er-maez e 1984. Awenet gant ar post-punk e oa e penn-kentañ (Tender Prey) a-raok kemm war-zu ar rock-arnodiñ (Push the Sky Away, Ghosteen), goude ur prantad eeunek (No More Shall We Part) hag unan all awenet gant rock ar c'harrdioù (Dig, Lazarus, Dig!). 17 albom o deus graet. Nick Cave and the Bad Seeds a weler er film Der Himmel über Berlin, bet sevenet gant Wim Wenders e 1987.
Istor
kemmañPenn-kentañ : ar maread post-punk (1983-1985)
kemmañNick Cave ha Mick Harvey a oa e-barzh ur strollad all, anvet The Birthday Party, a voe dismantret e 1983, goude m'edo ar strollad o labourat war un EP anvet Mutiny/The Bad Seed. Disemglevioù a oa etre Cave ha Rowland S. Howard war ar stil kanaouennoù. Mont a reas kuit Harvey padal en doa displeget Cave "e vije bet kaset an traoù pelloc'h panevet-se, met Harvey zo barrek da varnañ traoù buaonoc'h egedomp"[1].
Komañs a reas muzikanerien d'en vodañ tro-dro Nick Cave evit harpañ anezhañ en ur raktres e-unan. Bodet e voe e Londrez, e ti The Birthday Party, ouzhpenn Nick Cave ha Mick Harvey, Blixa Bargeld, gitarour Einstürzende Neubauten, Barry Adamson, basour Magazine ha Jim G. Thirlwell. Cheñch-dicheñch e voe ar prantad-mañ, dre ma klaske Cave mont war-zu raktresoù diheñvel, e Londrez kenkoulz hag en Aostralia, gant ur mont ha dont a vuzikanerien diouzh al lec'h hag ar prantad. Komañs a reas ar strolladig da reiñ sonadegoù, an hini kentañ a voe en Aostralia d'an 31añ a viz Kerzu 1983. Ehanet e voe enrolladenn raktres personel Cave (Man Or Myth?) daoust ma oa bet a-du un ti-embann evit degemer ar bladenn abalamour da raktresoù cheñch-dicheñch Cave.
Distreiñ a reas ar strollad da Vro-Saoz hag e voe bodet Cave, Harvey, Bargeld, Race hag Adamson d'ober ar strollad padus kentañ, asambles gant dousig Cave, Anita Lane a skrivas pozioù evit pladenn gentañ ar strollad, anvet Nick Cave and the Cavemen d'ar mare-se. Komañs a rejont da enrollañ tonioù e miz Meurzh 1984 a-raok cheñch anv e miz Mae evit Nick Cave and The Bad Seeds, o referañsiñ EP diwezhañ The Birthday Party. An tonioù enrollet ar bloaz-se mui otnioù enrollet ar bloaz a-raok evit raktres Man Or Myth? a voe bodet evit ober pladenn gentañ ar strollad : From Her To Eternity a voe embannet e 1984.
Ar prantad alaman ha mont war-zu ur stil all (1985-1989)
kemmañDa c'houde e oa aet Race ha Lane kuit ez eas peurrest ar strollad da lojañ e Berlin en Alamagn ma voe labouret war eil pladenn ar strollad, The Firstborn Is Dead, levezonet kalz gant ar sonerezh blues ha gotek. Embann a rejont ar bloaz war-lerc'h ur pladenn tonioù adkemeret diwar arzourien all. E 1986 e erruas Thomas Wydler da seniñ taboulinoù, ur soner suis ezel eus Die Haut, padal e teue bep an amzer Race ha Pew da seniñ ganto. Howard zoken a zeuas da seniñ evit erlec'hiañ unan eus izili ar strollad. Mervel a reas Pew gant ur grizenn epileptek e 1986.
Berzh ha levezonoù nevez (1989-1997)
kemmañUr sonerezh dilikatoc'h-dilikatañ(1997-2005)
kemmañAr barentezenn Grinderman (2005-2012)
kemmañUr stil nevez : an triad Push the Sky Away, Skeleton Tree ha Ghosteen (2012-hiziv)
kemmañIzili ar strollad
kemmañAr re bennañ
kemmañ- Nick Cave - kan, piano (abaoe 1984)
- Mick Harvey - gitar, gitar boud, kenaozer, taboulinoù, binvioù-sko (etre 1984 ha 2009)
- Blixa Bargeld - gitar, kan (1984-2003)
- Thomas Wydler – taboulinoù, binvioù-sko (abaoe 1985)
Ouzhpenn an dud-se e kaver er strollad meur a soner all bet dibabet gant Nick Cave e-unan. Re' zo o deus bet ul levezon bras war ar strollad.
Sonerien a gemer perzh reoliek e raktresoù the Bad Seeds
kemmañ- Martyn P. Casey – gitar boud (abaoe 1991)
- Conway Savage - piano, kenaozer (abaoe 1991)
- Warren Ellis - violoñs (abaoe 1993)
- Jim Sclavunos – taboulinoù, binvioù-sko (abaoe 1996)
- James Johnston - gitar, kenaozer (abaoe 2004)
Azalek ar bloavezhioù 1990 e sonas Nick Cave e-unan war al leurenn, ouzhpenn ar sonadegoù a roas gant the Bad Seeds. Evit ar sonadegoù m'emañ e-unan e son piano, hag ouzhpenn ez eus tri soner : gitarour, tabouliner ha violoñsour. E-kerzh troiad 2006 e sonas gant tri soner ezel eus the Bad Seeds : Martyn P. Casey, Jim Sclavunos ha Warren Ellis. Lesanvet eo ar strollad-se The Mini-Seeds.
Izili bet er strollad, tud pedet, sonerien bet o seniñ gant the Bad Seeds war al leurenn
kemmañ- Anita Lane - komzoù
- Barry Adamson – gitar boud, taboulinoù
- Hugo Race - gitar
- Rowland S. Howard - gitar
- Tracy Pew – gitar boud
- Kid Congo Powers - gitar
- Roland Wolf - piano
Amzeroniezh
kemmañ- Miz Mae 1984-miz Gwengolo 1984 : Nick Cave, Mick Harvey, Blixa Bargeld, Barry Adamson, Hugo Race.
- Miz Here 1984- miz Meurzh 1985 : Nick Cave, Mick Harvey, Blixa Bargeld, Barry Adamson.
- Miz Even 1985-miz Gouere 1986 : Nick Cave, Mick Harvey, Blixa Bargeld, Barry Adamson, Thomas Wydler.
- Miz Gouere 1986-miz Gwengolo 1986 : Nick Cave, Mick Harvey, Blixa Bargeld, Thomas Wydler.
- Miz Gwengolo 1986-miz Gwengolo 1989 : Nick Cave, Mick Harvey, Blixa Bargeld, Kid Congo Powers, Roland Wolf, Thomas Wydler.
- Miz Here 1989-miz Mae 1990 : Nick Cave, Mick Harvey, Blixa Bargeld, Kid Congo Powers, Thomas Wydler.
- Miz Mae 1992-miz Ebrel 1994 : Nick Cave, Mick Harvey, Blixa Bargeld, Conway Savage, Martyn P. Casey, Thomas Wydler.
- Miz C'hwevrer 1996-miz Gwengolo 2001 : Nick Cave, Mick Harvey, Blixa Bargeld, Conway Savage, Warren Ellis, Martyn P. Casey, Thomas Wydler, Jim Sclavunos.
- Miz C'hwevrer 2003-miz Meurzh 2003 : Nick Cave, Mick Harvey, Blixa Bargeld, Warren Ellis, Martyn P. Casey, Thomas Wydler, Conway Savage, Jim Sclavunos.
- Abaoe miz Ebrel 2003 : Nick Cave, Mick Harvey, Warren Ellis, Martyn P. Casey, Thomas Wydler, Conway Savage, Jim Sclavunos, James Johnston.
Broadelezhioù
kemmañNick Cave a guitaas Melbourne hag ez eas da Londrez e 1980. Abaoe m'eo bet savet the Bad Seeds e 1984 eo bet o chom e Berlin, São Paulo, Londrez hag e Brighton. Holl izili ar strollad a vez bodet pa vez enrollet tonioù pe pa vez aozet troiadoù. Sed eus pelec'h e teuont :
- Aostralia: Nick Cave, Mick Harvey, Hugo Race, Anita Lane, Tracy Pew, Martyn P. Casey, Conway Savage ha Warren Ellis
- Rouantelezh-Unanet: Barry Adamson ha James Johnston
- Alamagn: Blixa Bargeld ha Roland Wolf
- Suis: Thomas Wydler
- Stadoù-Unanet: Kid Congo Powers ha Jim Sclavunos
Pladennaoueg
kemmañPladennoù bras
kemmañ- 1984 : From Her To Eternity
- 1985 : The First Born is Dead
- 1986 : Kicking Against the Pricks
- 1986 : Your Funeral... My Trial
- 1988 : Tender Prey
- 1990 : The Good Son
- 1992 : Henry's Dream
- 1994 : Let Love In
- 1996 : Murder Ballads
- 1997 : The Boatman's Call
- 2001 : No More Shall We Part
- 2003 : Nocturama
- 2004 : Abattoir Blues/The Lyre of Orpheus (2 CD)
- 2008 : Dig, Lazarus, Dig!!!
- 2013 : Push the Sky Away
- 2016 : Skeleton Tree
- 2019 : Ghosteen
- 2024 : Wild God
Pladennoù enrollet war al leurenn (live) ha dastumadegoù
kemmañ- 1993 : Live Seeds
- 1998 : The Best of Nick Cave and the Bad Seeds
- 2005 : B-Sides & Rarities (3 CD)
- 2007 : The Abattoir Blues Tour (2 CD ha 2 DVD)