Niels and the Giants

Niels and the Giants ("Nils hag ar Ramzed") zo anv saoznek ur gontadenn eus Danmark embannet gant Andrew Lang en e zastumad The Crimson Fairy Book e 1903.

Ar gontadenn kemmañ

Daou bried o doa daou vab. Ar mab henañ a oa laouen o vezañ mesaer evel e dad, met Niels, ar yaouankañ, a felle dezhañ bezañ chaseour. Prenañ ur fuzuilh a reas ha deskiñ c'hoari gantañ. Ar vamm a fellas dezhi mont da birc'hirinañ da Roma. Hag ar pevar anezho da werzhañ o madoù, hag en hent, ha Niels gant e fuzuilh.

Un noz ne oan ket erruet en ostaleri c'hoazh, ha loargann a oa. En ur c'hroashent en ur c'hoad ne ouient ket war be du mont.