Nieuwe Republiek
An Nieuwe Republiek (Republik Nevez en afrikaneg) a oa ur Stad izelvroek vihan en XIXvet kantved e Suafrika, war aod Meurvor Indez.
Vryheid e oa ar gêr-benn anezhi.
Istor
kemmañSavet e voe gant Boered hag o devoa sikouret ar roue Dinuzulu (1868-1913) da virout ar galloud =ha da vezañ trec'h war glann ar c'hlann Mandlakazi en eskemm ouzh douaroù war lez ar stêr Mfolozi.
Disklêriet e voe ar republik dizalc'h d'ar 5 a viz Eost 1884 ha diazezet kêr Vryheid hepdale, d'an 23 a viz Gwengolo. Kaset e voe ar Zouloued kuit.
Daou vloaz goude, d'an 22 a viz Here 1886, e voe anzavet ar Stadig gant ar Rouantelezh-Unanet.
Goude Eil brezel ar Voeren e 1903 e voe staget ouzh Natal.