Nighthawks
Nighthawks | |
Edward Hopper, 1942 | |
eoullivadur war lien | |
84,1 × 152,4 cm | |
Art Institute of Chicago | |
Chicago | |
SUA | |
Nighthawks a zo un eoullivadur war lien bet livet e 1942 gant al livour amerikan Edward Hopper. En daolenn e weler tud azezet en un diner (leti amerikan), e kreiz-kêr ha diouzh noz. Taolenn vrudetañ Hopper eo, hag ivez unan eus an taolennoù amerikan brudetañ. War ziskouez emañ en Art Institute of Chicago.
Hervez Françoise Barbe-Gall[1] e vije bet awenet Hopper gant The Killers , un danevell bet skrivet gant Hemingway ha bet embannet e 1927. En danevell ez eus kaoz eus muntrerien o c'hortoz en un davarn.
Nighthawks a zo bet implijet meur a wech. Da skouer ez eus bet savet ur skritell ma weler Humphrey Bogart, Elvis Presley, Marilyn Monroe ha James Dean e-lec'h an dud bet livet gant Hopper. Implijet eo bet e-barzh bannoù-treset evel Pearls Before Swine, hag ivez e-barzh The Simpsons, Dead Like Me ha That 70's Show. Orin titl trede pladenn Tom Waits (Nighthawks at the Diner) eo ivez ha diazez ur senenn eus ar film The End of Violence gant Wim Wenders.
Notenn
kemmañ- ↑ Françoise Barbe-Gall : Comment regarder un tableau, EPA, 2006, ISBN 2-85120-638-9
Liamm diavaez
kemmañ[1] Nighthawks e lec'hienn Art Institute of Chicago