James Dean
James Byron Dean, bet ganet d'an 8 a viz C'hwevrer 1931 hag aet da Anaon d'an 30 a viz Gwengolo 1955, a oa un aktour stadunanat.
James Dean | |
---|---|
James Dean (c. 1953) | |
Ganedigezh | 8 a viz C'hwevrer 1931 Marion, Indiana Stadoù-Unanet |
Marv | 30 a viz Gwengolo 1955 Cholame, Kalifornia Stadoù-Unanet |
Broadelezh | Stadunanat |
Abeg ar marv | Gwallzarvoud karr-tan |
Douaridigezh | Fairmount, Indiana Stadoù-Unanet |
Micher | Aktour |
Resped | 1950-1955 |
Pennoberenn | Rebel Without a Cause ("Rebell digrog", 1925) |
Brudet eo evel un ikon sevenadurel evit ar grennarded kerseet hag en o unan, evel ma oa bet embannet en e ditl er film Rebel Without a Cause (1955). Er film-se e c'hoarias roll Jim Stark, ur c'hrennard o stourm a-enep kudennoù an oad-se.
Daou roll all o deus degaset brud bras da James Dean : Cal Trask er film East of Eden (1955) ha Jett Rink er film Giant (1956).
Marv trumm James Dean en ur gwallzarvoud karr-tan a roas dezhañ ur statud a vojenn. Bez' e voe an aktour kentañ o vezañ enoret goude e varv gant un Academy Award for Best Actor.
Chom a ra hiziv-an-deiz c'hoazh an aktour nemetañ o vezañ bet lakaet div wech war ar renk evit prizioù goude bezañ marvet. E 1999, an American Film Institute a lakaas anezhañ da dizhout an 18vet plas evel aktour.
Yaouankiz
kemmañJames Byron Dean a voe ganet d'an 8 a viz C'hwevrer 1931, er ranndi Seven Gables e korn ar 4th Street ha McClure Street e Marion, Indiana. Ar bugel nemetañ eo da Winton Dean ha Mildred Marie Wilson. Saoz eo orin pennañ James Dean, hag un nebeud orinoù alaman, iwerzhonat, skosat ha kembreat a gaver ivez.
Hervezañ e oa ivez orinoù indian-amerikan a-berzh e dad, hag ar vamm (hervezañ c'hoazh) a vefe bet ezel eus ul «linenn trevadennerien deuet dre ar vag Mayflower ».
Filmlennadur
kemmañBloaz | Titl | Roll | Rener | Notennoù |
---|---|---|---|---|
1951 | Fixed Bayonets! | Doggie | Samuel Fuller | Meneg ebet eus James Dean en arlizh. |
1952 | Sailor Beware | Gourdoner Boks | Hal Walker | |
1952 | Deadline – U.S.A. | Kazetenner yaouank | Richard Brooks | |
1952 | Has Anybody Seen My Gal? | Krennard er feunteun Soda | Douglas Sirk | |
1953 | Trouble Along the Way | Arvester Football | Michael Curtiz | |
1955 | East of Eden | Cal Trask | Elia Kazan | Golden Globe Special Achievement Award for Best Dramatic Actor Jussi Award for Best Foreign Actor Anvet;– Academy Award for Best Actor Anvet;– BAFTA Award for Best Foreign Actor |
1955 | Rebel Without a Cause | Jim Stark | Nicholas Ray | Anvet;– BAFTA Award for Best Foreign Actor |
1956 | Giant | Jett Rink | George Stevens | Anvet;– Academy Award for Best Actor, (Roll diwezhañ) |
-
Rebel Without a Cause
-
East of Eden
-
Poltred embannet e 1956