Nikolas Verron, ganet e Kemperle er bloavezh 1740, ha marvet drouklazhet e Pariz d'an 3 a viz Gwengolo 1792, a oa ur beleg jezuist hag ur merzher. Unan eus Merzherien Gwengolo 1792 eo, bet lakaet war roll an dud eürus gant ar Pab Pi XI, d'ar 17 a viz Here 1926.

Nikolas Verron a oa kelenner e Pariz pa voe dismantret Kompagnunezh Jezuz e Bro-C'hall (urzh ar Jezuisted), er bloavezh 1762. Goude-se e voe aluzener leanezed e Pariz.

Nac’h a reas touiñ sentidigezh d'al lezennoù nevez savet war an Iliz hag ar veleien (Constitution civile du Clergé). Kaset e voe da brizon sant Firmin e Pariz, ha lakaet d’ar marv d'an 3 a viz Gwengolo 1792 (e-pad Lazhadegoù Gwengolo).

Eveltañ e oa lakaet ivez d’ar marv Glaoda Laporte, Visant Rousseau, ha Fransez Le Livec, bet jezuisted eus eskoptioù Kemper ha Leon. Meneg zo eus gouel ar sant en deiziadurioù d'an 2 a viz Gwengolo.

Gwelet ivez kemmañ