An Norte grande zo unan eus ar pemp rannvro naturel e Chile.

Kartenn eus rannvroioù naturel Chile. E liv orañjez teñval emañ an Norte Grande.

Douaroniezh

kemmañ

En Norte grande emañ rannvro Arica ha Parinacota, Tarapacá, Antofagasta hag hanterenn norzh Atacama, hag ivez an inizi Desventuradas a zo stag ouzh rannvro Valparaíso.

Gouezlec'hel eo an hin, hag eno emañ gouelec'h krasañ ar blanedenn Douar, dezerzh Atacama, altiplano an Andoù, ouzhpenn Cordillera an Aod ha Cordillera an Andoù.

Bevennet eo en norzh gant Perou, er reter gant Bolivia hag Arc'hantina, er c'hornôg gant ar Meurvor Habask, hag er su gant ar stêr Río Copiapó, ma krog an Norte Chico, eil rann ar zona norte de Chile. Tri forzh a bouez zo er rannvro: Arica, Iquique hag Antofagasta, a zo, war un dro gant Calama, pennañ tolpadoù-kêr ar c'hornad.

Sed amañ ar c'hêrioù brasañ :[1]

N.º Kêr Poblañs Proviñs Rannvro
1.º Antofagasta 348 517 Antofagasta Antofagasta
2.º Gran Iquique 293 068 Iquique Tarapacá
3.º Arica 202 131 Arica Arica ha Parinacota
4.º Calama 157 575 Loa Antofagasta
5.º Tocopilla 24 942 Tocopilla Antofagasta
6.º Caldera 16 150 Copiapó Atacama
7.º Chañaral 14 146 Chañaral Atacama

Skeudennoù

kemmañ

Pennadoù kar

kemmañ

Notennoù

kemmañ