Nosy Be (Enez vras e malagasieg) zo un enez tanveneziek e kanol Mozambik. Emañ 8 km diouzh aod gwalarn Madagaskar, e rannvro Diana.

Nosy Be

312 km² eo he gorread ha war-dro 37 000 annezad a oa enni e 2010. 26 km zo eus an norzh d'ar su ha 20 km eus ar c'hornôg d'ar reter. Enni emañ menez Lokobe (455 m) ha menez Passot (329 m). Andoany eo ar gêrbenn hag ar porzh pennañ.

Aloubet e voe gant ar C'hallaoued e 1841 ha trevadennet nebeut goude. Diorren a reas ar gounezerezh (kafe, korz-sukr, riz, maniok, ilang-ilang...) met aet eo war-gil hiziv an deiz evit leuskel plas da ensavadurioù evit an douristed.