NRF
An Nouvelle Revue Française (brudet gant ar berradur NRF) zo ur gelaouenn lennegel gall krouet e penn kentañ an XXvet kantved.
Istor
kemmañNiverenn gentañ ar gelaouenn a voe embannet d’ar 1añ a viz C’hwevrer 1909. Un hanter-dousennad skrivagnerien a yae d’ober strollad ar grouerien : André Gide, Jean Schlumberger (a arc’hantaouas ar gelaouenn a-raok na zeufe Gallimard), Jacques Copeau, Henri Ghéon, Marcel Drouin hag André Ruyters.
Embannet e veze enni barzhonegoù, danevelloù, dezrevelloù. Ul lodenn vat anezhi a veze gouestlet d’ar burutelladennoù.
Buan e voe soñjet embann oberennoù ar re a skrive er gelaouenn. Rak-se e voe kinniget da Gaston Gallimard merañ an ti-embann nevez hag al levrioù kentañ embannet a voe L’otage gant Paul Claudel hag Isabelle gant André Gide e 1911.
Tamm-ha-tamm, ha daoust d’an niver bras a gelaouennoù lennegel d’ar mare-se, e teuas da vezañ ur skouer hag ur pouez a dapas er gevredigezh c’hall etre an daou vrezel-bed.
Un troc’h a voe en embann an NRF goude miz Even 1940. Pierre Drieu La Rochelle, enepyuzev, arallrevour (homofob) ha tost ouzh an ideologiezh nazi, a gemeras penn ar gelaouenn eus miz Kerzu 1940 betek 1943.
Goude ar brezel e voe berzet ar gelaouenn evit bezañ bet kenlabouret gant an Alamaned.
E 1953 e voe adlañset dindan an anv Nouvelle Nouvelle Revue Française, gant Jean Paulhan ha Marcel Arland. Berzh bras a reas e-pad daou pe dri bloaz.
Hiziv an deiz eo deuet an NRF da vezañ un trimizieg, gant 5000 skouerenn embannet ha 1200 koumananter (25000 koumananter er bloavezhioù 1930).
Skrivagnerien
kemmañE-touez ar skrivagnerien o deus embannet oberennoù en NRF emañ Paul Claudel, Marguerite Duras, Jean-Marie Gustave Le Clézio, Marcel Proust, Jean-Paul Sartre, Paul Valéry…