Dizemglev war an dermenadurezh

An nevezc'herioù a zo implijet er pennad-mañ a zo bet krouet a-ratozh-kaer.
Ne vezont ket kavet er geriadurioù ordinal peurvuiañ eta, pe, a-wechoù dre abeg teknikel pe abeg resis, ne glot ket an termenadur anezho gant an termenadur boutin.

Un ideologiezh sokial eo an arallrevouriezh diazezet war ar gredenn a difenn n'eus nemet un doare revelezh reizh pe dereat, da lâret eo hini arallrevelezh gant darempredoù reizhel pe karentezel etre maouezed ha goured nemetken.

Krouet e oa bet an termen-mañ bet savet war an hevelep patrom ha "gouennelouriezh" evit diskwel ez eus un ideologiezh sokial anezhañ hag a-benn gallout chom hep implijout an termen "homofobiezh" peogwir ne ra ket dave e gwirionez d'ur c'hleñved-spered evel ur gwir fobiezh.

Hervez an arallrevouriezh e vefe un torfed, ur pec'hed pe, d'an nebeutañ, un doare emzalc'h a-dreuz n'eus forzh peseurt doare revelezh denel all, dreist-holl an heñvelrevelezh.

Abalamour da seurt ideologiezh ez eus bet mac'homet pe c'hoazh lazhet tud disheñvel o revelezh diouzh an hini nemeti lakaet da reizh gant ar gevredigezh-mañ-kevredigezh e meur a vro er bed, ken en Europa ar c'hornôg har er c'hevandirioù all evel-just, a-hed an amzerioù hag hiziv c'hoazh e meur a lec'h.

Gwelet ivez

kemmañ
  Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh.