OE Kara-Kirgizia
Oblast Emren Kara-Kirgizia (ruseg: Кара-Киргизская АО) a oa bet krouet d'ar 14 a viz Here 1924 evel ur rann euz RSKS Rusia diwar an takadoù eus RSSE Turkestan ma veze kavet enne ar muiañ-niver Kazac'hed ha Kirgized.
D'ar 15 a viz Mae 1925 e voe adanvet Oblast Emren (OE) Kirgizia, ha d'an 11 a viz C'hwevrer 1926 e teuas da vezañ Republik Sokialour Soviedel Emren (RSSE) Kirgizia.
A-benn ar fin, d'ar 5 a viz Kerzu 1936 e teuas da vezañ RSS Kirgizia, unan eus republikoù diazez an Unaniezh Soviedel.