Odeta Chevillottez
Odette Chevillotte, bet ganet e Brest d'ar 16 a viz Mae 1896, hag aet da Anaon d'ar 16 a viz Here 1971 e Brelez, a oa ur skrivagnerez vrezhonek[1]. Eodez e oa hec'h anv-pluenn[2], diazezet war hec'h anv brezhonekaet Odeta Chevillottez[3].
Buhez
kemmañOdette Chevillotte a oa merc'h da Julien Chevillote (1863-1933) hag a oa noter ha da Valentine Mevel (1871-1930). He zud a oa perc'henn war domanioù Kerwazdoue e Plougonvelen ha war Maner Kergroadez e Brelez. Bouzar e oa Odette abaoe he yaouankiz, ne zimezas ket hag e chomas gant he zud ha war o lerc'h e Maner Kergroadez, ma varvas e 1971. C'hwec'h bugel a oa er familh, tri faotr ha teir flac'h, c'hoar Olier Chevillotte hag Emmanuel Chevillotte e oa[3].
Oberennoù
kemmañ- Eñvorennoù deus ar brezel all, Nedeleg 1916, pennad, Arvor niv. 157, p. 3, 23 a viz Genver 1944 Lenn enlinenn ;
- Galv ar ouenn, romant, skrivet tro 1942-1943[2]. Embannet gant Imbourc'h, 2018[4] (ISBN 2-910493-32-6) ;
- Bretonez ha Parizian, pennad, Arvor niv. 158, p. 2, 30 a viz Genver 1944 Lenn enlinenn ;
- Miromp gwiskamantoù Breizh', pennad, Breiz Atao niv. 75, p. 4, 17 a viz Du 1929 Lenn enlinenn ;
Liamm diavaez
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien, Al LIamm, 1992, p. 65-b (ISBN 978-2-7368-0034-5)
- ↑ 2,0 ha2,1 (br) Galv ar ouenn, Eodez (tro 1942-1943). Kavet : 08/05/2023.
- ↑ 3,0 ha3,1 Tiegezhioù emsaverien a brientinien gristen o timeziñ etrezo e-pad an 20vet kantved, Kanndig Imbourc'h, niv. 103, Here-Kerzu 2017, p. 5-9
- ↑ Taolenn Kannadig Imbourc'h diwezhañ, Agence Bretagne Presse, 18/06/2018
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |