Olier Chevillotte, pe Ollivier Chevillotte e galleg, ganet e Brest d'an 23 a viz Here 1890 hag aet da anaon d'ar 27 a viz Meurzh 1965 e maner Kerwazdoue e Plougonvelen, a oa un ezel eus Strollad broadel Breizh.

Olier Chevillotte
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Anv-bihanOlivier Kemmañ
Deiziad ganedigezh1890 Kemmañ
Lec'h ganedigezhBrest Kemmañ
Deiziad ar marv1965 Kemmañ
Lec'h ar marvPlougonvelen Kemmañ
Micherpolitiker, agricultural engineer, mouller Kemmañ
Strollad politikelStrollad Broadel Breizh (1931-1944) Kemmañ

Yaouankiz

kemmañ

Ar familh Chevillote zo eus Brest ha Plougonvelen. An tad Julien Chevillote (1863-1933) a oa noter, perc'henn war domanioù Kerwazdoue e Plougonvelen ha Kergroadez e Brelez. Ar vamm e oa Valentine Mevel (1871-1930). Dimezet e voe gant Madeleine de Parcevaux (1898-1981) d'ar 7 a viz Genver 1920. 7 bugel o deus bet.

Ijinour e oa war al labour-douar.

Er bloavezhioù 1930 e oa Olier Chevillotte gant e vreur Emmanuel Chevillotte e Strollad broadel Breizh.

Strollad broadel Breizh

kemmañ

Olier a gemeras perzh e dilennadegoù lec'hel evel hini kanton Lokournan e miz Kerzu 1931 : tapout a reas 22% eus ar mouezhioù[1].

E 1936 e voe war ar renk evit dilennadegoù an deputeed e Montroulez : erruout a reas da drede.

Etre Gouere 1938 ha Gouere 1939 edo e penn Strollad Broadel Breizh gant Olier Mordrel ha Marsel Guieysse[2].

E-pad mare dalc'hidigezh Breizh gant an Alamanted, e vreur Emmanuel a oa penn arondisamant pa oa Olier penn kanton ha war ar memes-tro penn rann ar Burev evit studiañ al labour-douar e Strollad broadel Breizh.

Ur mab dezhañ, Michel, a emezelas er Bezen Perrot gant al lesanv Bleiz hag a voe lazhet gant paotred ar strouezheg.

Fin e vuhez

kemmañ

Olier Chevillote a oa aet da anaon er bloavezh 1965 e Plougonvelen.

Levrlennadur

kemmañ
  • Lionel Henry, Dictionnaire biographique du mouvement breton, Yorann embanner (432 pajenn), miz Du 2013 ( ISBN 978-2-916579-59-7)

Lec'hiennoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Alain Déniel, Le mouvement breton, Maspéro, 1976, p. 140
  2. Restroù war ar familh Guieysse. Dielloù familh. Pajenn 47