Emmanuel Chevillotte

Emmanuel Chevillotte, ganet d'an 31 a viz Meurzh 1898 e Brest hag aet da anaon d'an 11 a viz Even 1980, a oa ur broadelour breizhat ezel eus Strollad broadel Breizh.

Emmanuel Chevillotte
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Anv-bihanEmmanuel Kemmañ
Deiziad ganedigezh1898 Kemmañ
Micherpolitiker Kemmañ
Strollad politikelStrollad Broadel Breizh (1931-1944) Kemmañ

Yaouankiz

kemmañ

Ar familh Chevillote zo eus Brest ha Plougonvelen. An tad Julien Chevillote (1863-1933) a zo noter, perc'henn e oa war domanioù Kerwazdoue ha Kergroadez. Ar vamm eo Valentine Mevel (1871-1930).

Kemer a reas perzh er C'hentañ Brezel-bed.

Ijinour e oa war al labour-douar.

Dimezet e oa bet gant Marie-Anne Mège. Dimezet e oa bet goude-se gant Gwenola Coroller de Vauruellan.

Er bloavezhioù 1930 e vez adkavet Olier Chevillotte gant e vreur Emmanuel Chevillotte e Strollad broadel Breizh.

Strollad Broadel Breizh

kemmañ

Ar familh Chevillotte a zeu da vezañ anavezet dre obererezh an daou vreur broadelour, Olier a gemer perzh e dilennadegoù lec'hel evel hini kanton Lokournan e miz Kerzu 1931 tapout a raio ouzhpenn 20% eus ar mouezhioù.

E 1936 ez eas Olier Chevillote war ar renk, gant sikour e vreur, evit dilennadegoù an deputeed e Montroulez, erruout a reas drede.

Etre Gouere 1938 ha gouere 1939 ez eo e vreur Olier Chevillotte e-penn Strollad broadel Breizh gant Olier Mordrel ha Marsel Guieysse[1].

E-pad mare dalc'hidigezh Breizh gant an Alamanted ar vreur Emmanuel a zo penn arondisamant Montroulez-Brest evit Strollad broadel Breizh, padal Olier a zo penn kanton ha war ar memes-tro penn rann burev studiañ al labour-douar Strollad broadel Breizh.

Emmanuel Chevillote a vezo ivez evel e vreur penn rann burev studiañ al labour-douar Strollad broadel Breizh.

Levrlennadur

kemmañ
  • Lionel Henry, Dictionnaire biographique du mouvement breton, Yorann embanner (432 pajenn), miz Du 2013 ( ISBN 978-2-916579-59-7)

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ