An ofisial, pe ar vikel-barner, a zo ur barner eus an Iliz. En deiz a hiziv e kas e garg en anv an eskob. Bez e c’hell hen ober e meur a eskopti war un dro.

An ofisialded a zo anv ar garg hag anv lez-varn an ofisial.

Hervez kanon 1420 § 4 eus Lezenn gwir kanoneg, e rank an ofisial bezañ ur beleg, doktor pe aotreet war gwir an Iliz, tregont vloaz dezhañ d’an nebeutañ.

Aferioù dimeziñ eo a ra danvez labour pennañ an ofisial hiziv an deiz, pa vez da embann nullentez ar briedelezh. Koulskoude e c’hell bezañ kinniget dezhañ an holl aferioù, hervez gwir kanonek an Iliz katolik.

IstorAozañ

Sant Erwan (Erwan Helouri Gervarzhin) a zo unan eus brudetañ ofisialed (barnerien an Iliz), en XIIIvet kantved, en eskopti Roazhon da gentañ, hag en eskopti Treger da c’houde.

Ofisial RoazhonAozañ

Ofisial Roazhon a zo barner an Iliz a ren Ofisialded Roazhon. E 1974 e voe savet e Roazhon Ofisialded etreeskoptiel Breizh, evit eskoptioù Gwened, Kemper, Sant-Brieg hag arc'heskopti Roazhon. E 2011 e voe kresket Ofisialded etreeskoptiel Roazhon evit ar broviñs a Iliz a-bezh, gant eskopti Naoned, hag eskoptioù Añje, Ar Mañs, Laval, ha Luçon ouzhpenn re Vreizh. Ofisial Roazhon zo anvet d’e garg gant an nav eskob eus ar broviñs.

Roll an Ofisialed Roazhon [1]

Bloavezhioù Ofisial
19741994 Pierre Priou, chaloni eus eskopti Roazhon
19942008 Jean Basset, chaloni eus eskopti Sant-Brieg
20082017 Michel Penn, beleg eus eskopti Kemper
2017 Hervé Queinnec, beleg eus eskopti Kemper

NotennoùAozañ

  1. (fr) A-raok ar c'honkordad, gwelit L'Evêque de Rennes et ses auxiliaires : Officiaux de Rennes, war lec'hienn infobretagne.com