Old Man (kanaouenn)
Old Man a zo ur ganaouenn saoznek savet, ton ha son, gant ar c'haner-sonaozer kanadian Neil Young.
E dibenn 1970 en devoa prenet Young ur ranch[1] nepell diouzh Redwood City (Kalifornia, Stadoù-Unanet Amerika), lonket holl vrientalioù e ganaouenn Ohio en e di-annez nevez diouzh an dro. Awenet e voe Young gant unan eus e amezeien gozh, Louis Avala[2] e anv.
Pevar arzour stadunanat a gemeras perzh en enrolladenn Old Man e 1971 :
- an tabouliner Kenny Buttrey (1945-2004),
- ar soner gitar-boud Tim Drummond (1940-2015),
- ar soner steel guitar Ben Keith (1937-2010[3])
- hag ar pianoour ha soner slide guitar Jack Nitzsche (1937-2000).
Mont a raent d'ober ar strollad The Stray Gators ha bez' e voent sonerien Young adalek 1971 betek 1973, o kemer perzh en e albomoù Harvest ha Time Fades Away.
Pedet e voe James Taylor (1948-) da seniñ ar banjo c'hwec'h kordenn ha kanañ koulz ha Linda Ronstadt a c'heller klevout he mouezh er sonenn ivez.
Embannet e voe Old Man e ti Reprise Records, d'ar 25 a viz C'hwevrer 1972[4], e-touez dek kanaouenn Harvest, pevarvet albom Neil Young, hag eñ produour anezhañ a-gevret gant Elliot Mazer (1941-).
Padout a ra 3:22 ha renket eo da gentañ en eil tu eus an albom, a-raok There's a World.