Onan
Onan (אוֹנָן "kreñv", en hebreeg) a oa eil mab Juda, e Levr ar C'heneliezh. Diwar e anv eo savet ar ger onanegezh, kenster gant masturberezh pe emflourañ.
Bibl
kemmañJuda en deus tri mab: Er, Onan ha Chêla. Dimeziñ a ra Er d'ur vaouez anvet Tamar. mervel a ra Er, ha hervez al lezenn (Deuteronom 25,5), eo kemeret Tamar da bried gant Onan. Nemet nac'h a ra Onan reiñ bugale da d-Tamar, ha n'a ket betek penn an embarañ. Displijout a ra e emzalc'h da Zoue, ha mervel a ra Onan.
Kristeniezh
kemmañKemeret eo bet istor Onan evel un dave d'an emflourañ, hogen n'eo ket ar soñj ar Yuzevien.
Onanegezh
kemmañKavout a reer ar ger e Geriadur Ménard e 2012, da dreiñ ar ger onanisme, ur ger gallek deuet eus ar saozneg, hag a voe skrivet e 1712 el levr Onania; or, The Heinous Sin of Self-Pollution, and all its Frightful Consequences in Both Sexes, ha dizanv an oberour, petra bennak ma kreder hiriv e voe savet gant ar surjian saoz John Marten (~1692–1737).