Orano
Orano
| |
Furm wirel : | Kevredad dre gevrannoù |
---|---|
Krouidigezh : | 2001 |
Lec'hienn Web : | orano.group |
Orano (Areva a-raok 2018) zo ur gompagnunezh c'hall a brodu tredan gant an energiezh nukleel aozet e kreizennoù nukleel gall (evel hini Flamanville e Normandi) hag a werzh an tredan-se. Labourat a ra an embregerezh dre ar bed a-bezh, dezha ur rouedad kenwerzh a c'holo 43 bro .
An embregerezh
kemmañGoude Anne Lauvergeon, bet kuzulierez François Mitterrand, e voe lakaet Luc Oursel e penn an embregerezh d'ar 1añ a viz Gouere 2011.
Perc'hennet eo ar gompagnunezh gant tri c'horf:
- komiseriezh d'an energiezh atomek, e galleg Commissariat à l'Énergie Atomique, (78,9%),
- ar Stad c'hall (5,2%),
- ar CDC (3,6%)
C'hwec'h skourr he deus :
- Areva NC (Nuclear Cycle), anv nevez Cogema.
- Areva NP (Nuclear Power) anv nevez Framatome ANP.
- Areva TA, anv nevez Technicatome.
- Euriware, e dalc'h Areva penn da benn.
- Areva R (Renewable), troet war-zu an energiezhioù nevez.
- Areva Med, a ra war-dro ar stourm ouzh ar c'hrign-bev .
Areva er bed
kemmañKlasket e vez uraniom gant AREVA e meur a vro war an douar, e Niger hag Aostralia dreist-holl. AREVA zo perc'henn da ziv vengleuz en Arlit, Niger, ha 1 600 den a labour eviti eno. Ar pempvet pourchaser uraniom er bed eo an Niger.
- 4 000 den zo implijet gant Areva er Stadoù-Unanet ;
- E Sina emañ Areva o sevel kreizennoù nukleel.
- Bet eo Sarkozy o klask gwerzhañ kreizennoù nukleel Areva da Libia, davare dieubidigezh klañvdiourezed Bulgaria.
Bruderezh
kemmañMennad ar renerien eo klask liammañ Areva hag an natur glan ha gant an doujañs ouzh an natur e speredoù an dud. Bruderezh a ra Areva dre ar skinwel dreist-holl, o lakaat bagoù da redek e merdeadegoù a vez diskouezet er skinwel e-pad meur a sizhun, evel ar Vendée Globe pe an America Cup hag ar skipailh Areva Challenge, ur skipailh merdeerien o verdeiñ evit kont Areva.
Implijet e vez ar sportoù d'ober bruderezh evit AREVA: kleuboù mell-droad[1], atleterezh, bageerezh.
. War bruchedoù rederien war-droad ivez e vez gwelet anv Areva.
Liammoù zo ivez gant ar Secours populaire.