Pär Aron Borg (4 a viz Gouere 1776 en Avesta - 22 a viz Ebrel 1839) a oa ur pedagogour svedat hag unan eus krouerien an deskadurezh evit ar re vouzar hag ar re vut.

Pär Aron Borg

Kelenner e oa Borg. Goude bezañ gwelet ur c'hoari ma kemere ur paotr yaouank perzh ennañ dre jestroù ec'h ijinas ul lizherenneg evit an dud vouzar. Diwar 1808 e krogas da gelenn da dud vut ha bouzar. E 1809 e krouas Allmänna institutet för Blinda och Döfstumma (Skol-uhel foran ar re vouzar hag ar re vut), gant sikour ar rouanez Hedvig Elisabeth Charlotta. Charlotta Seuerling a voe e skoliadez vrudetañ. Yezh ar sinoù eo a veze implijet en e skol, ha kelennerien vouzar a oa enni. E 1823-1828 ez eas da veajiñ da Bortugal, ma krouas ur skol evit ar re vouzar. Implijet e voe enni al lizherenneg en doa krouet e Sveden.

Daveoù

kemmañ