Perigòrd pe Peiregòrd (hervez an okitaneg), Périgord (hervez ar galleg), zo ur vro istorel eus Bro-C’hall, a glot mui pe vui gant departamant Dordogne bremañ.

Ar stêr Dordonha e Perigòrd

Brudet eo Perigòrd evel bro ar boued mat, an avu druz hag an trufennoù. Brudet eo ar gwiniegi ivez, evel hini Bergerac pe hini Monbazillac.

Periguers eo ar gêr-benn ha treuzet eo ar vro gant ar stêr Dordogna. Poblet a-gozh eo an tolead hag e-leizh a roudoù eus buhez an dud en Oadvezh ar Maen zo bet kavet ennañ, e traoñienn ar stêr Vesera dreist-holl, evel e Cro-Magnon pe e lec'hioù ken brudet all evel Mougev Las Caus.

An okitaneg eo yezh hengounel Perigòrd, gant rannyezh Lemojez en hanternoz ha rannyezh Lengadoc er c'hreisteiz.

Istor kemmañ

 
Kastell Bainac

Annezet e oa ar vro gwechall gant pobl c’halian ar Petrocorii kent bezañ aloubet gant ar Romaned. Ur gontelezh e teuas da vezañ er Grennamzer, stag tro-ha-tro ouzh domanioù o amezeien, duged Akitania, konted pe duged Angoulême, konted Marche. Dre ma oa Perigòrd war an harzoù etre domanioù rouaned Bro-Saoz, a oa duged Akitania adalek 1152, ha rouaned Bro-C’hall, e voe un dachenn emgann e-pad ar Brezel Kant Vloaz, er XIVvet kantved ha XVvet kantved. Kalz kestell eus ar Grennamzer pe eus an Azginivelezh a weler eno, evel kastell Bainac, kastell Castelnòu pe kastell Puèi Martin. Goude dibenn ar XIVvet kantved en em gavas douaroù ar vro tamm-ha-tamm etre daouarn un nebeud tiegezhioù nobl evel tiegezh Orleañs, tiegezh Pentevr ha tiegezh Albret. Gant Herri IV e voe staget Perigòrd da vat ouzh rouantelezh Bro-C'hall (1607).

Da vare an Dispac'h gall, e 1790, ez eas an darn vrasañ eus Perigòrd da stummañ departamant Dordogne.