Pêcheur d'Islande (film, 1916)
Pêcheur d'Islande zo ur film mut gall, sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozour gall Henri Pouctal e 1915.
Tri doare all a oa bet savet e 1924 gant Jacques de Baroncelli, e 1933 gant Pierre Guerlais hag e 1958 gant Pierre Schoendoerffer.
Fichenn deknikel
kemmañ- Doare : Drama
- Senario : Henri Pouctal, diwar ar romant Pêcheur d'Islande (1886) gant Pierre Loti
- Produour : Le Film d'Art (Pariz)
- Skeudenniñ : Louis Chaix
- Sonerezh : Henri Pouctal
- Prantad filmañ :
- Lec'hioù filmañ : Pempoull
- Deiziad dont er-maez : 1916
- Padelezh : .
An danvez
kemmañMerc'h ur paramantour eo Gaud Mevel ha desavet eo bet e Pariz. Kouezhañ a ra-hi e karantez gant ar moraer Yann Gaos a gav gwelloc'h chom hep mont pelloc'h ganti abalamour m'eo re zisheñvel renk an eil diouzh renk egile. Koulskoude, kenkent ha klevet gantañ ez eo rivinet Gaud e timez dezhi. Un nebeud deizioù war-lerc'h ez a da vorueta da Island hep gouzout ne zistroio ket da Bempoull biken...