Pêr I (Rusia)

(Adkaset eus Pêr Veur)

Pyotr Alekseyevitch Romanov (e ruseg : Пётр I Алексеевич Романов Pyotr I Alekseyevitch Romanov), anvet ivez Pêr Gentañ pe Pêr ar C’hentañ, ha muioc'h c'hoazh Pêr ar Meur (Пётр Великий Pyotr Velikiy) a voe tsar e Rusia e dibenn ar XVIIvet kantved ha deroù an XVIIIvet. Ren a reas adalek 1682 betek e varv, ha betek 1696 war un dro gant e vreur klañvidik, Ivan V.

Pêr Iañ
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhTsardom of Russia, Impalaeriezh Rusia Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denПётр I Kemmañ
Anv ganedigezhРоманов Пётр Алексеевич Kemmañ
Anv-bihanПётр Kemmañ
Anv-familhRomanov Kemmañ
Titl noblañsEmperor of all the Russias Kemmañ
Deiziad ganedigezh30 Mae 1672 Kemmañ
Lec'h ganedigezhMoskov Kemmañ
Deiziad ar marv28 Gen 1725 Kemmañ
Lec'h ar marvSant-Petersbourg Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvBrein-krign Kemmañ
Lec'h douaridigezhPeter and Paul Cathedral Kemmañ
TadAlexei I of Russia Kemmañ
MammNatalya Naryshkina Kemmañ
PriedEudoxia Lopukhina, Katelin Iañ Kemmañ
FamilhHouse of Romanov Kemmañ
Yezh vammrusianeg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetrusianeg Kemmañ
Micherrener, statesperson Kemmañ
Tachenn labourpolitics of Russia Kemmañ
KargTsar of All Russia, Emperor of all the Russias Kemmañ
RelijionEastern Orthodoxy, Russian Orthodox Church Kemmañ
Kleñvedastma, alcoholism Kemmañ
Grad miloureljeneral Kemmañ
Ezel eusFrench Academy of Sciences Kemmañ
Perc'henn warKadriorg Palace Kemmañ
Heuliet gantKatelin Iañ Kemmañ
Prizioù resevetOrder of the White Eagle, Order of St. Andrew, Order of the Elephant, Order of the White Eagle Kemmañ
Present in workCivilization VI Kemmañ
Pêr Gentañ
Pêr en e yaouankiz.

Treiñ a reas ar vro war-du ar C'huzh-Heol, aloubiñ a reas broioù war-du ar c'hreisteiz, hag eus ur rouantelezh e reas un impalaeriezh, hag ur galloud a-bouez en Europa.

E vuhez

kemmañ

Mab e oa d'an tsar Aleksey Mic'hailovich (Aleksey Iañ) hag e eil gwreg, Nataliya Kyrillovna Narychkina, ha ganet e oa bet e Moskov. E wreg kentañ Maria Miloslavskaya he devoa roet pemp mab hag eizh merc'h, met ne oa nemet daou vab (Feodor hag Ivan) a oa bev c'hoazh pa voe ganet Pêr. Mervel a eure Aleksey I e 1676 hag e vab henañ Feodor a gemeras ar galloud war e lerc'h.

C'hwec'h vloaz e renas Feodor III, ha mervel a reas divugel. Bec'h a savas neuze etre an tiegezhioù Narychkin ha Miloslavskiy. Ivan a oa da vezañ tsar, met klañv e veze dalc'hmat, ha diwezhat e spered. Se zo kaoz eo Pêr, ur bugel a 10 vloaz, a voe dibabet da impalaer gant an Douma (Boyar Douma), kuzul an noblañsed, hag e vamm da rejantez. Met Sofia Alekseyevna, ur verc'h da Alexey eus e bried kentañ, a gemeras penn un emsavadeg Streltsy (begenn rejimantoù Rusia).

En he raok
Fedor III
Impalaer Rusia
1682 - 1721
War he lerc'h
Katelin Iañ