Pêr Iañ (Rusia)
Pyotr Alekseyevitch Romanov (e ruseg : Пётр I Алексеевич Романов Pyotr I Alekseyevitch Romanov), anvet ivez Pêr Gentañ pe Pêr ar C’hentañ, ha muioc'h c'hoazh Pêr ar Meur (Пётр Великий Pyotr Velikiy) a voe tsar e Rusia e dibenn ar XVIIvet kantved ha deroù an XVIIIvet. Ren a reas adalek 1682 betek e varv, ha betek 1696 war un dro gant e vreur klañvidik, Ivan V.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Tsardom of Russia, Impalaeriezh Rusia |
Anv e yezh-vamm an den | Пётр I |
Anv ganedigezh | Романов Пётр Алексеевич |
Anv-bihan | Пётр |
Anv-familh | Romanov |
Titl noblañs | Emperor of all the Russias |
Deiziad ganedigezh | 30 Mae 1672 |
Lec'h ganedigezh | Moskov |
Deiziad ar marv | 28 Gen 1725 |
Lec'h ar marv | Sant-Petersbourg |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | Brein-krign |
Lec'h douaridigezh | Peter and Paul Cathedral |
Tad | Alexei I of Russia |
Mamm | Natalya Naryshkina |
Pried | Eudoxia Lopukhina, Katelin Iañ |
Familh | House of Romanov |
Yezh vamm | rusianeg |
Yezhoù komzet pe skrivet | rusianeg |
Micher | rener, statesperson |
Tachenn labour | politics of Russia |
Karg | Tsar of All Russia, Emperor of all the Russias |
Relijion | Eastern Orthodoxy, Russian Orthodox Church |
Kleñved | astma, alcoholism |
Grad milourel | jeneral |
Ezel eus | French Academy of Sciences |
Perc'henn war | Kadriorg Palace |
Heuliet gant | Katelin Iañ |
Prizioù resevet | Order of the White Eagle, Order of St. Andrew, Order of the Elephant, Order of the White Eagle |
Present in work | Civilization VI |
Treiñ a reas ar vro war-du ar C'huzh-Heol, aloubiñ a reas broioù war-du ar c'hreisteiz, hag eus ur rouantelezh e reas un impalaeriezh, hag ur galloud a-bouez en Europa.
E vuhez
kemmañMab e oa d'an tsar Aleksey Mic'hailovich (Aleksey Iañ) hag e eil gwreg, Nataliya Kyrillovna Narychkina, ha ganet e oa bet e Moskov. E wreg kentañ Maria Miloslavskaya he devoa roet pemp mab hag eizh merc'h, met ne oa nemet daou vab (Feodor hag Ivan) a oa bev c'hoazh pa voe ganet Pêr. Mervel a eure Aleksey Iañ e 1676 hag e vab henañ Feodor a gemeras ar galloud war e lerc'h.
C'hwec'h vloaz e renas Feodor III, ha mervel a reas divugel. Bec'h a savas neuze etre an tiegezhioù Narychkin ha Miloslavskiy. Ivan a oa da vezañ tsar, met klañv e veze dalc'hmat, ha diwezhat e spered. Se zo kaoz eo Pêr, ur bugel a 10 vloaz, a voe dibabet da impalaer gant an Douma (Boyar Douma), kuzul an noblañsed, hag e vamm da rejantez. Met Sofia Alekseyevna, ur verc'h da Alexey eus e bried kentañ, a gemeras penn un emsavadeg Streltsy (begenn rejimantoù Rusia).
En he raok Fedor III |
Impalaer Rusia 1682 - 1721 |
War he lerc'h Katelin Iañ |