Pío Leyva (Morón, 5 a viz Mae 1917 - 22 a viz Meurzh 2006) a oa anv-micher ar c'haner kuban Wilfredo Leyva Pascual, lesanvet El Montunero de Cuba, brudet evel saver ar guaracha « El mentiroso » ("Ar gaouiad"). Perzh a gemeras er Buena Vista Social Club ha brudañ a reas ar Son montuno.

E vuhez

kemmañ

Da c'hwec'h vloaz, e 1923, e c'hounezas ur genstrivadeg bongo. E 1932 e krogas da ganañ. Adal 1950 e reas 25 albom goude sinet e gevrat kentañ gant RCA Victor.
Kanet en deus gant Benny Moré, Bebo Valdés ha Noro Morales ; kenlabouret en deus gant al lazoù Estrellas de Areito ha Compay Segundo y Sus Muchachos.

E 1995 e voe pedet gant ar soner Juan de Marcos González da gemer perzh en Afro Cuban All Stars, gant sonerien all evel Rubén González, Puntillita hag Ibrahim Ferrer.
E 1997 e voe pedet adarre gantañ da gemer perzh e raktres ar gitarour stadunanat Ry Cooder da ober ur bladenn hag ur film anvet Buena Vista Social Club, ma en doe tro da ganañ gant Omara Portuondo, Eliades Ochoa, Barbarito Torres, Manuel "Guajiro" Mirabal ha Papi Oviedo, etre tud all.
E 2004 e sonas en Amsterdam gant e laz anvet Hijos del Son[1] ha perzh a gemeras er film Música cubana[2].

Kanañ a reas ivez er bladenn Cuba le canta a Serrat e 2005.

Filmoù

kemmañ

Gwelet eo bet e daou film gant Wim Wenders :

Liammoù diavaez

kemmañ

- (en)

Notennoù

kemmañ