Pallas (merc'h Triton)
Pallas (Παλλάς / Pallás e gregach) a oa merc'h da Driton ha kenc'hoarierez an doueez Athena en amzer o yaouankiz, savet an eil gant eben e ti Triton.
Un deiz ma oant o c'hoari brezel e voe lazhet Pallas gant Athena. An doueez, kerse ganti neuze, a aozas un delwenn dezhi, ar Palladion, a lakaas e-kichen an doue Zeus. Met distrujet e voe gantañ.
Hervez Herodotos[1] e oa ul lid da Athena gant tud Lydia. Merc'hed eus ar meuriadoù Mac'hlyes hag Ausees en em ganne, hag ar re a varve a oa brudet da vout falsgwerc'hezed.
Mojennoù
kemmañ- Hervez mojennoù Hellaz e oa un naiadenn eus al lenn Tritonis e Lybia.
- Hervez ar mojennoù berber e oa Athena Lybia, merc'h d'an doue Triton, doue ar mor, par da Boseidon, ha d'an doueez Tritonis, par da Amfitrite.
Levrlennadur
kemmañ- Apollodoros, Bibliotheke (III, 144).
- Paosanios, Deskrivadur Hellaz (I, 14, 6).
Notennoù
kemmañ- ↑ Herodotos, An Istorioù, 4.180.