Panzerwerfer
An droienn alamanek Panzerwerfer a vez implijet evit ober anv eus daou zoare karbed banner-roketennoù hanter biskoulennet implijet gant Alamagn Nazi e-pad an Eil Brezel-bed. An daou garbed emluskek kanolierezh e oa ar 15 cm Panzerwerfer 42 auf Selbstfahrlafette Sd.Kfz.4/1 (diazezet war an Opel Maultier, pe "mul", hanter-biskoulennet) hag ar 15 cm Panzerwerfer 42 auf Schwerer Wehrmachtschlepper (pe Panzerwerfer auf SWS).
Iskevrennad eus | banner-roketennoù lies |
---|---|
Brezel | Eil Brezel-bed |
Bro orin | Trede Reich |
Oberataer | Heer (Wehrmacht) |
Manufacturer | Opel |
Munision | 15 cm Wgr 41 |
Lakaet er servij | 1943 |
Dioroadur
kemmañAr Panzerwerfer 42 auf Maultier, Sd.Kfz. 4/1 a oa bet kroget da broduiñ e miz Ebrel 1943, ha kendalc'het ar produadur betek Meurzh 1945. Hitler en doa roet urzh da sevel ar c'harbed e miz Genver 1942, ha kroget e oa an taolioù arnodiñ war Talbenn ar Reter e diskar-amzer 1943. Opel e oa ar saver diazez, o sevel darn eus ar parzhioù, evel ar c'heflusker 3,6 litr, 6 kranenn Adam, a oa gant un nerzh 68 marc'h ha 80 litrad endalc'h dour-tan. E-kerzh an tri bloaz produerezh e voe savet 300 Panzerwerfer ha 289 eus e adstummoù, ar Munitionskraftwagen.
-
Panzerwerfer e Finland e 1944
-
Maketenn ar c'harbed