Paris sera toujours Paris

Paris sera toujours Paris zo ur ganaouenn c'hallek gant ar Gall Albert Willemetz, hag ar Polonad Casimir Oberfeld (marvet o tec'hel eus kamp Auschwitz-Birkenau e 1945), evit Maurice Chevalier e 1939.

N'eo nemet unan eus ar c'hanaouennoù niverus savet da ganañ meuleudi da gêr Bariz (la plus belle ville du monde hervez ar c'haner), ha dreist-holl d'ar c'henwerzh a c'haller derc'hel d'ober daoust d'ar brezel, rak peuzsur e oa Bro-C'hall, goude trec'h hec'h arme e 1918, n'he devoa ket da gaout aon rak an arme alaman.

Adenrollet eo bet ar ganaouenn gant ar ganerez Zaz en 2014 en hec'h albom Paris[1].

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù=

kemmañ