Zaz
Isabelle Geffroy, pe Zaz hervez hec'h anv-micher, zo ur ganerez c'hall, ganet d'ar 1añ a viz Mae 1980 e Teurgn. Kanañ a ra en doareoù jazz pe soul. Brudet eo bet gant ar ganaouenn "Je veux", en he c'hentañ albom e 2010, ha diwar neuze eo deuet da vezañ ur ganerez etrebroadel e galleg dreist-holl, a-wechoù e spagnoleg. Pa c'houlenner dezhi gant piv eo levezonet e lavar gant "Ar Pevar Amzer" Vivaldi, kanerezed jazz evel Ella Fitzgerald, kanaouennoù gall Enrico Macias, Bobby McFerrin ha Richard Bona, hag ar sonerezh afro, latino-amerikan ha kuban.
He zud-kozh a-berzh tad a oa labourerien-douar eus Logivi-Plougraz. E 1994 e ya da vevañ e Libourne gant he mamm, he breur hag e c'hoar. Kregiñ a ra da studiañ ar sonerezh hag ar c'han e Bourdel. Kanañ a ra goude e meur a strollad eus rannvro Bourdel. Treiñ a ra e Rusia, Ejipt pe c'hoazh Japan gant kanaouennoù gallek brudet (Edith Piaf, Jacques Brel, Charles Aznavour, Joe Dassin hag all). D'an 10 a viz Mae 2010 e ya er-maez he albom kentañ "Zaz" hag ar single "Je veux" hag a zismegañs ar gevredigezh veveziñ, ar pezh a blij da TF1 hag a skign ar c'hlip e-pad an hañv. Ober a ra Zaz un droiad eta, e Frañs a-bezh, Suis, Belgia, Kanada ha Berlin, ha kregiñ a ra d'ober berzh e marc'had ar ganaouenn c'hallek. Roet eo dezhi prizioù evel hini akademiezh Charles Cros, ar Victoire de la Musique gall, titloù a bep seurt gant ar mediaioù gall. Kemer a ra perzh e arvestoù Les Enfoirés. Pladenn diamant a ya ganti e Frañs.
E Mae 2013 eo pladenn diamant he eil albom Recto Verso. Roet eo priz ar SACEM dezhi. Ober a ra un droiad etrebroadel e kalz broioù en Europa, Amerika hag Azia. E 2014 e kan en he zrede albom ur skeudenn beurvat eus Pariz, ar pezh a blij d'he selaouerien etrebroadel. E 2018 e embann he pevare albom Effet Miroir hag ar single e spagnolek Qué vendrá. En he albom Isa e 2021 e kan en eil single Le jardin des larmes gant Till Lindemann, kaner Rammstein.
Albomoù
kemmañ- Zaz, 2010
- San tsu tsou (live), 2011
- Recto Verso, 2013
- Paris, 2014
- Sur la route (live), 2015
- Effet miroir, 2018
- Isa, 2021