Parlant Bro-Anjev a anver patois alies er rannvro m'eo komzet. Klotañ a rae mui pe vui e dakad gant tachenn istorel proviñs an Anjev. Sellet e vez peurliesañ parlant Bro ar Mée (Bro Gastell-Briant e Breizh) evel ur parlant anjevek. Hiziv an deiz e c'hoarvez ar memes tra gant parlant Anjev ha parlantoù "oil" all evel ar gallaoueg pe an normaneg. Beuzet eo bet tamm-ha-tamm er galleg standard ha ne chom nemet gerioù pe troioù-lavar bev gant ar braz eus an dud.
Ul lennegezh zo e parlant Anjev: dreist-holl ar "rimiaux", pezhioù barzhoniezh poblek savet gant klotennoù. Mistri ar varzhoniezh-se eo Marc Leclerc hag Emile Joulain. Heñvel eo an doare-skrivañ ouzh hini ar galleg gant un nebeud kemmoù da lakaat ar skrid da glotañ gant ar gomz.

Levrlennadur

kemmañ

Liamm diavaez

kemmañ