Parouzia
Parouzia (pe parouzïezh) a zo ur ger hag a deu eus ar ger gresianeg kozh, παρουσία, hag a dalv kement ha "bezañs" pe "donedigezh". Roet a zo bet dezhañ ur ster relijiel ha teologel. Implijet eo bet e Bibl an Dek ha Tri-Ugent gant ar ster ordinal "gweladenn ofisiel ha lidel ur priñs" met ivez evit "deiz an Aotrou", donedigezh Doue evit dieubiñ Israel ha kastizañ ar bec'herien. En ilizoù kristen e vez implijet ar ger evit komz eus eil donedigezh ar ar C'hrist e dibenn an amzer, a-raok ar Varn Diwezhañ, e c'hanedigezh o vezañ bet e zonedigezh kentañ er bed.
Kavout a reer un dave d'an darvoud-mañ e Lizher kentañ Paol Tarsos d'ar Gorintidi (15-23) da skouer.
En e droidigezh eus Oberoù an Ebestel, al Lizheroù hag an Diskuliadur (Al Liamm 1971) e skriv Maodez Glanndour en un notenn (p 410) a-zivout Ar c'hentañ lizher d'ar Gorintidi : "Emziskleriadur ar C'hrist, e Barouzïezh, eo e zistro glorius e fin an amzer."
Daveoù
kemmañ- (fr) Dictionnaire culturel de la Bible, embannet gant Cerf (ISBN 2-204-04028-2) ha Nathan (ISBN 2-09-188100-7), 1990
- (br) Ar Bibl Santel, Oberoù an Ebestel, al Lizheroù, an Diskuliadur, troidigezh dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm, 1971.