Partido Comunista de Liberación Nacional
Ar Partido Comunista de Liberación Nacional (PCLN) ("Strollad komunour evit an Dieubidigezh Vroadel") a oa ur strollad broadelour ha komunour krouet e Galiza da geñver ar gouel broadel d'ar 25 a viz Gouere 1986.
Deiziad krouiñ | 1986 |
---|---|
Stad | Spagn |
Ideologiezh politikel | Komunouriezh, separatism |
Deiziad divodañ | 1990 |
Krouet e oa bet gant Colectivo Comunista 22 de marzo ("Strollad Komunour an 22 a viz Meurzh"), ennañ 13 ezel eus Poellgor Kreiz Unión do Povo Galego ("Unvaniezh Pobl Galiza") ha ne felle ket dezhe ma kemerfe perzh Bloque Nacionalista Galego ("Bloc'had Broadelour Galiza") e Parlamant Galiza.
E penn ar PCLN e oa Mariano Abalo ha Xan Carballo, sekretour-meur ar sindikad INTG.
Skarzhet e oa bet da vat ar PCLN diouzh BNG da geñver an IIIde Emvod Broadel evit bezañ goulennet ma votfe an dud evit Herri Batasuna er mouezhiadegoù evit Parlamant Europa.
Mont a reas ar PCLN e darempred gant strolladoù broadelour all eus an tu-kleiz ha diwar se e oa bet krouet an talbenn Frente Popular Galega e 1988 hag en em deuziñ ennañ a-benn ar fin.