Partido Galego do Proletariado

Partido Galego do Proletariado (PGP) ("Strollad Proletariad Galiza") a oa anezhañ ur strollad broadelour ha marksour-leninour krouet e Galiza e 1978 pa oa bet adanvet evel-hen Unión do Povo Galego-liña proletaria.

E 1979 e kemeras perzh un nebeud izili eus PGP e listennoù Unidade Galega ("Unvaniezh C'halizat") da geñver ar mouezhiadegoù lec'hel ha tapet gant PGP tri dileuriad e tiez-kêr Sant Jakez a Gompostela, Monforte de Lemos ha Vilaboa.

Sevel a reas ar strollad un talbenn ledan anvet Galicia Ceibe-OLN hag un talbenn milourel anvet Loita Armada Revolucionaria (LAR, "Stourm Armet Dispac'hel") hag e 1980 e oa bet harzhet un nebeud pennoù eus ar strollad, en o zouez Xosé Luís Méndez Ferrín.

Ur pouez bras en doa bet ar Strollad er sindikad Confederación Sindical Galega.

Chom a reas a-sav e diwezh ar bloavezhioù 1980.