Unión do Povo Galego-liña proletaria

Unión do Pobo Galego-liña proletaria (UPG-lp) ("Unvaniezh Pobl Galiza - Linenn broleter") oa ur strollad broadelour galizek hag a difenne ur Stad dishual ha sokialour.

Krouet e oa bet e 1977 gant Xosé Luís Méndez Ferrín pa oa bet skarzhet hennezh hag un nebeud tud all eus Unión do Povo Galego ("Unvaniezh Pobl Galiza"), tamallet gante da vont war hent an tu-dehoù. Skarzhet e oant bet dre ma savent a-enep da bolitikerezhezh sindikal ar Strollad dreist-holl, abalamour d'ar fed ma kave gwell dezhe chom hep kemer perzh er miuezhiadegoù hag evit sevel a-du gant ar stourm dre armoù.

Adanvet e oa bet Partido Galego do Proletariado ("Strollad Proletariad Galiza") e 1978.

Embann a rae ar gelaouenn Terra e Tempo.