Evit kregiñ buan : penaos lakaat kenurzhiennoù en un doare aes

kemmañ

Talvezout a ra ar patrom-mañ da lakaat daveennoù lec'hiañ e-barzh ur pennad ; lakaat a ra ivez ul liamm war-zu ar benveg « GeoHack », a ro tro da implijout kalz a vinvioù da diskwel skeudennoù dre loarell, kartennoù, hag all, evel Google Maps pe Viamichelin da skouer.

Evit lakaat kenurzhiennoù e-barzh ur pennad, grit evel-henn (emañ an dornlevr klok un tammig izeloc'h) :

  1. Klaskit kenurzhiennoù al lec'h, gant ur meziant (evel Google Earth) pe en ul lec'hienn azas (evel wikimapia), pe diouzh dafar a c'heller fiziout enno. Gallout a reer kavout anezho dindan tri furmad peurvuiañ : pe er stumm « 26.456, -3.765 » (derezioù degel pe dec), pe er stumm « 26°24.5′ N, 3°58.25′ W » (derezioù, munutennoù ha kevrennoù degel eus munutennoù, pe DM), pe er stumm « 26°24′30″ N 3°58′15″ » (derezioù, munutennoù ha segondennoù, DMS).
  2. Skrivit ar c'hod-mañ el lec'h a fell deoc'h er pennad : {{coord|ho kenurzhiennoù}}, en ur zispartiañ ar c'henurzhiennoù gant ur varrenn sonn. Setu amañ ur skouer er furmad degel : {{coord|26.456|-3.765}} ; unan all er furmad DM : {{coord|26|24.5|N|3|58.25|W}} ; hag unan all c'hoazh er furmad DMS : {{coord|26|24|30|N|3|58|15|W}}.
    • Notenn : arabat ankounac'haat menegiñ N/S/E/W evit ar furmadoù DM ha DMS.
  3. Ouzhpennit arventennoù goude ur varrenn sonn all mard eus ezhomm. Da skouer, ouzhpennit evit ur gêr type:city, evit ur savadur type:landmark ; gallout a rit menegiñ ar skeul gant scale:20000 (skeul 1:20 000), ar rannved gantt region:FR (FR eo kod ISO 3166-1 alpha 2 ar Frañs). Evit gwelet ur gêr eus Frañs diouzh ar skeul 1:10 000 e vo skrivet : {{coord|26|24|30|N|3|58|15|W|type:city_region:FR_scale:10000}} eta.
    • Notenn : dispartiet eo an arventennoù-se gant ur varrennig izel ; roll klok war ar bajenn-mañ.
  4. Dre ziouer e vez skrivet ar c'henurzhiennoù el lec'h m'emañ ar patrom ; gallout a reer diskwel anezho en titl dre ouzhpennañ |display=title. Gallout a reer ivez diskwel kenurzhiennoù degel er furmad DMS dre ouzhpennañ |format=dms, pe kenurzhiennoù DM/DMS er furmad degel gant format=dec. Da skouer : {{coord|26.456|-3.765|format=dms}}
  5. Pelloc'h, bezit soñj menegiñ mammenn ar c'henurzhiennoù, gant un notenn da skouer. E-giz-se e c'hellor adkavoud orin ho tibab mar befe kavet abeg ennañ.

Setu amañ petra a c'hellfe bezañ ar patrom klok :

{{coord|26|24|30|N|3|58|15|W|type:city_region:FR_scale:10000|format=dec|display=title}}.

Pa ne vezer ket sur eus an arventennoù e vez gwelloc'h chom hep eilañ patrom ur bajenn all met lakaat ar c'henurzhiennoù hepken, hep arventenn : mont a ray mat-tre en-dro evel se. Gant ar peurrest eus ar bajenn-mañ e vo displeget mont en-dro ar patrom {{coord}} dre ar munud.

Implij

kemmañ
  • Gant ar patrom {{Coord}} e c'heller krouiñ ul liamm war-zu Geohack, ur benveg eus an toolserver a ro ur roll liammoù war-zu kartennoù, luc'hskeudennoù dre loarell, luc'hskeudenoù dre nij, hag all... evit ul lec'hiadur roet gant e led, e hed, hag e skeul gwelet.
  • Gant ar patrom-mañ e c'heller ivez standartaat notadur an daveennoù lec'hiañ. Ober a ra gant kenurzhiennoù douarel dreist-holl (gallout a reer menegiñ globe:moon evit al Loar, pe globe:mars evit Meurzh, hep na vije efedoù gwir betek-henn) a suert gant WGS84 (led - hed). Gallout a reer enkas ha diskwel ar c'henurzhiennoù-se e daou zoare :
    • er sistem degel gant derezioù degel (DD), neuze e vez ar resister diouzh an niver a sifroù roet goude ar virgulenn ;
    • er sistem tri-ugentel pe derez-munutenn-segondenn (DMS), neuze e vez ar resister diouzh ma vez enkas ar c'henurzhiennoù betek ar segondennoù (DMS), pe betek ar munutennoù hepken (DM), pe c'hoazh betek an derezioù hepken (D).
  • An daveennoù lec'hiañ-se a c'heller lenn hag ezporzhiañ er Geofurmad : sellet ouzh en:WP:GEOUF ha http://microformats.org/wiki/geo (en).
  • Implijet e vez {{Coord}} ivez gant binvioù a denn ar c'henurzhiennoù diouzh an diaz roadennoù, evel Google Earth da skouer.

Ereadurezh

kemmañ

Setu amañ peder skouer da ziskouez petra a c'heller skrivañ :

  • {{coord|led|hed|arventennoù ar c'henurzhiennoù|arventennoù ar patrom}}
  • {{coord|led derez|N/S|hed derez|E/W|arventennoù ar c'henurzhiennoù|arventennoù ar patrom}}
  • {{coord|led derez|led mun|N/S|hed derez|hed mun|E/W|arventennoù ar c'henurzhiennoù|arventennoù ar patrom}}
  • {{coord|led derez|led mun|led seg|N/S|hed derez|hed mun|hed seg|E/W|arventennoù ar c'henurzhiennoù|arventennoù ar patrom}}

Arventennoù ar patrom

kemmañ
  • An daveennoù lec'hiañ : gallout a reer skrivañ anezho er furmad degel (a-benn neuze e skriver "led" hag "hed" er skrivad degel, evel da skouer "-45.76843" pe "87.234567", gant ur pik e-giz dispartier degel hag hep esaouenn etre ar sin '-'hag ar sifr kentañ), pe er furmad tri-ugentel : deg evit an derezioù, mun evit ar munutennoù, seg evit ar segondennoù, gant "N" pe "S" evit al led, hag "E" pe "W" evit an hed (arabat implijout al lizherennoù "R" ha "K" !)
  • Arventennoù ar c'henurzhiennoù : ar re-se zo arventennoù skeul a c'hello bezañ komprenet gant Geohack, evel "type:", "scale:", "region:", "altitude:"... Mard eus meur a hini war un dro e vo ret dispartiañ anezho gant ur varrennig izel "_" (da skouer : "type:landmark_scale:50000"). Evit ar roll klok, sellet ouzh GeoTemplate/Implij.
  • Arventennoù ar patrom, ar re-se a zo anezho "display", "format" ha "name" :
    • display a c'hell kemer an talvoudoù inline, pe title, pe c'hoazh inline,title. Gant an ereadurezh display=inline (dre ziouer) e c'heller diskwel ar c'henurzhiennoù en destenn, el lec'h m'emañ ar patrom ; gant display=title e vez diskwelet ar c'henurzhiennoù diouzhtu dindan barrenn an titl, war an tu dehou ; ha gant display=inline,title e vez diskwelet ar c'henurzhiennoù en daou lec'h war un dro. Notenn : grit gant title evit diskouez e tenn ar c'henurzhiennoù-se d'ar pennad a-bezh.
    • format a ro tu da rediañ furmad an diskwel pa fell dimp e vefe disheñvel diouzh furmad an daveennoù lec'hiañ enkaset. format=dec a ro un diskwel degel, format=dms un diskwel tri-ugentel (derez-munutenn-segondenn), ha format=dms hir un diskwel tri-ugentel e brezhoneg war div linenn (talvoudus e-barzh an infobox-où, met dizaliet en titloù, grit neuze gant format=dms). Dre ziouer e vo furmad an diskwel ar memes hini ha furmad an arventennoù.
    • name a dalvez da notennaouiñ ar c'henurzhiennoù evit ar servijoù diavaez. Mard eo gweredekaet e vo erlec'hiet an anv roet ouzh anv ar pennad war ar c'hartennoù ganet ent emgefreek. Dre ziouer e vo anv ar bajenn, setu n'eus ezhomm menegiñ an anv e-barzh an infobox-où pe en titl. Talvoudus eo avat pa fell dimp implijout ar patrom "Coord" evit lec'hiañ ur poent geografek ha n'eo ket hini ar pennad end eeun.

Fazioù boas

kemmañ

Seru amañ fazioù boas a vir ouzh ar patrom da vont en-dro :

  • Arabat implijout ar virgulenn da zispartier degel, met ar pik hepken : 43.56 zo mat, met 43,56 n'eo ket.
  • Arabat lakaat esaouenn ebet etre ar sin nemet (-) hag an niveroù : -2.876 zo mat, met - 2.876 n'eo ket.
  • Arabat skrivañ « K » hag « R » evit Kornôg hag Reter, met « W » (West) hag « E » (East).

Skouerioù

kemmañ

Un nebeud skouerioù dibabet

kemmañ
Kod
(enkas)
Disoc'h
(diskas)
Notennoù
{{Coord|43.651234|-79.383333}} 43° 39′ 04″ N 79° 23′ 00″ W / 43.651234, -79.383333 Toronto, enkas ha diskas (diskwel) er skrivad degel.
{{Coord|43.65|-79.38}} 43° 39′ N 79° 23′ W / 43.65, -79.38 Toronto, enkas ha diskas (diskwel) er skrivad degel met gant nebeutoc'h a resister.
{{Coord|43.6500|-79.3800}} 43° 39′ 00″ N 79° 22′ 48″ W / 43.6500, -79.3800 Toronto, enkas ha diskas (diskwel) er skrivad degel gant zeroioù ouzhpenn.
{{Coord|43.651234|N|79.383333|W}} 43° 39′ 04″ N 79° 23′ 00″ W / 43.651234, -79.383333 Toronto, enkas ha diskas (diskwel) er skrivad degel, met gant N/W e-lec'h +/-
{{Coord|43|29|N|79|23|W}} 43°29′N 79°23′K / 43.483, -79.383 Toronto, enkas ha diskas (diskwel) er skrivad tri-ugentel, gant derezioù ha munutennoù.
{{Coord|43|29|4|N|79|23|0|W}} 43°29′4″N 79°23′0″K / 43.48444, -79.38333 Toronto, enkas ha diskas (diskwel) er skrivad tri-ugentel, gant derezioù, munutennoù ha segondennoù.
{{Coord|43|29|4.5|N|79|23|0.5|W}} 43°29′4.5″N 79°23′0.5″K / 43.484583, -79.383472 Toronto, enkas ha diskas (diskwel) er skrivad tri-ugentel, gant derezioù, munutennoù, segondennoù ha kevrennoù eus segondenn.
{{Coord|55.752222|N|37.615556|E}} 55° 45′ 08″ N 37° 36′ 56″ E / 55.752222, 37.615556 Moskov, enkas er furmad degel gant N/S/E/W (hep +/-), diskas er furmad degel gant +/- (hep N/S/E/W)
{{coord|55.752222|N|37.615556|E
|format=dms}}
55° 45′ 08″ N 37° 36′ 56″ E / 55.752222, 37.615556 Moskov, enkas er furmad degel gant N/S/E/W (hep +/-), diskas er furmad tri-ugentel e derez, munutenn ha segondenn.
{{Coord|39.098095|-94.587307
|format=dms}}
48° 27′ 01″ N 4° 14′ 57″ W / 48.4501619, -4.2492414 Pont annezet Landerne, enkas er furmad degel gant +/- (hep N/S/E/W), diskas er furmad tri-ugentel e derez, munutenn ha segondenn.
{{Coord|39.098095|-94.587307
|format=dms hir}}
48° 27′ 01″ Norzh
4° 14′ 57″ Kornôg
/ 48.4501619, -4.2492414
Pont annezet Landerne, memes tra hag al linenn gent, nemet eo diskwelet e brezhoneg.
{{Coord|22|S|43|W}} 22° S 43° W / -22, -43 Derezioù oc'h en emm skejañ.
{{coord|52|29|N|1|54|W}} 52°29′N 1°54′K / 52.483, -1.9 Birmingham, enkas er furmad tri-ugentel e derez ha munutenn, diskas er memes furmad dre ziouer.
{{coord|52|28|59|N|1|53|37|W}} 52°28′59″N 1°53′37″K / 52.48306, -1.89361 Birmingham, enkas er furmad tri-ugentel e derez, munutenn ha segondenn, diskas er memes furmad dre ziouer.
{{coord|52|28|59|N|1|53|37|W|format=dec}} 52°28′59″N 1°53′37″K / 52.48306, -1.89361 Birmingham, enkas er furmad tri-ugentel e derez, munutenn ha segondenn, diskas er furmad degel.
{{coord|52|28|59|N|1|53|37|W
|display=inline,title
|region:GB_type:city}}
52°28′59″N 1°53′37″K / 52.48306, -1.89361 Birmingham, gant arventennoù ouzhpenn (diskwel ar c'henurzhiennoù e krec'h ar bajenn-mañ, meneget eo ar skeul a seurt gant city).
{{coord|52|28|59|N|1|53|37|W
|format=dms hir
|scale:100000}}
52° 28′ 59″ Norzh
1° 53′ 37″ Kornôg
/ 52.48306, -1.89361
Birmingham, goulennet ez eus un diskwel diouzh ar skeul 1:100 000.
Notit an diskwel e brezhoneg (dizaliet en titloù).

Roll klok an arventennoù a c'heller skrivañ

kemmañ

Personelaat an diskwel

kemmañ

Dre ziouer e vez diskwelet ar c'henurzhiennoù er furmad m'int bet roet. Gallout a rit kemmañ an dra-se.

  • Evit diskwel ar c'henurzhiennoù er furmad DMS bewezh, ouzhpennit ar c'hod-mañ d'ho monobook.css :
    .geo-default { display: inline }
    .geo-nondefault { display: inline }
    .geo-dec { display: none }
    .geo-dms { display: inline }
  • Evit diskwel ar c'henurzhiennoù er furmad degel bewezh, ouzhpennit ar c'hod-mañ d'ho monobook.css :
    .geo-default { display: inline }
    .geo-nondefault { display: inline }
    .geo-dec { display: inline }
    .geo-dms { display: none }
  • Evit diskwel ar c'henurzhiennoù en div furmad war un dro, ouzhpennit ar c'hod-mañ d'ho monobook.css :
    .geo-default { display: inline }
    .geo-nondefault { display: inline }
    .geo-dec { display: inline }
    .geo-dms { display: inline }
    .geo-multi-punct { display: inline }

Evezhiadenn a-bouez

kemmañ