Patrom:Framm porched ar Formulenn 1/Sklerijenn war


Mercedes Grand Prix, bremañ Mercedes-AMG Petronas Formula One Team, zo anv ur skipailh redadegoù-kirri a zo da Vercedes-Benz hag a redas e Formulenn 1 etre 1954 ha 1955 a-raok mont kuit dre abeg ur gwallzarvoud spontus er 24 eurvezh ar Mañs. Distreiñ a ra Mercedes Grand Prix d'ar redadegoù-kirri e bloavezhiooù 1990 dre an Andur da gentañ ha d'ar F1 e 1993 evit sevel kefluskerioù evit Sauber a-raok bezañ pourvezer McLaren. Adprenet en doa Brawn GP er fin ar bloaz 2009 a-benn redek e 2010 gant e anv gwir. E 2020 e red gant Lewis Hamilton ha Valtteri Bottas. Gounezet an holl gevezadegoù etre 2014 ha 2019. Pourchas a ra kefluskerioù da Racing Point ha Williams F1 Team e 2020.

Redek a ra Mercedes e Formulenn E abaoe 2019 dindan an anv Mercedes-Benz EQ Formula E Team gant Stoffel Vandoorne ha Nyck de Vries.

Lenn pezh a heuilh