Kevezadeg bed ar Formulenn 1 2020
Kevezadeg bed ar Formulenn 1 2020 | |||
Kampion ar vlenierien: Lewis Hamilton Kampion ar saverien: Mercedes | |||
A-raok: | 2019 | War-lerc'h: | 2021 |
Kevezadeg bed Formulenn 1 2020 eo 71añ abadenn kevezadeg bed blenierien ar Formulenn 1. Ur bloavezh etre a oa sañset bezañ da c'hortoz ar cheñchamant bras a reolennoù e 2021. Lewis Hamilton a oa ar c'hampion en titl, ha graet en doa kement ha Michael Schumacher o tapet ur seizhvet titl. Mercedes a oa ar skipailh kampion en titl hag aet e oa ar maout ganto ur wezh adarre, ar seizhvet diouzh renk.
Reuz a oa bet er gevezadeg-se abalamour d'ar bedreuziad Covid-19 en deus ampellet pe nullet meur a redadeg. Sañset e oa da gomañs e miz Meurzh gant Priz Bras kirri Aostralia a oa bet nullet d'ar Gwener a-raok. Ne voe redet tamm redadeg ebet betek miz Gouere. 22 redadeg a oa sañset bezañ redet, ur rekord, met n'eo ket anavezet an deiziadur klok evit poent dre ma c'hortozer gouzout penaos e troio an traoù a-raok an hañv.
Bleinerien ha kirri
kemmañSetu roll an holl vleinerien, skipailhoù hag oberourien kefluskerioù o deus da redek e 2020.
Prizioù Bras 2020
kemmañRaktreset a-raok penn-kentañ ar bloaz
kemmañKoulzad 2020 Keveadeg bed ar F1 a oa sañset bezañ an hirañ a zo bet biskoazh, gant 22 redadeg. Abalamour d'ar bedreuziad COVID-19 ha d'ar muzulioù-yec'hed kemeret gant ar Stadoù evit herzel d'ar c'hleñved avat e voe splann ne c'helle ket ar redadegoù bezañ redet evel boas.
Priz Bras Sina a voe an hini kentañ daleet a-raok komañs ar gevezadeg. Bet eo ar skipailhoù betek Aostralia evit redek ar Priz Bras, met pa voe kavet unan klañv e skipailh McLaren Racing e voe lakaet ar redadeg en arvar. Betek diwezhat e voe klasket un tu da redek - o redek hep publik da skouer - met a-benn ar fin e voe nullet da vat. Gant ar muzulioù kemeret gant ar Stadoù e-kerzh miz Meurzh e voe splann ne c'helle ket ar gevezadeg bezañ redet evel boaz. Monako a embannas e vije nullet ar redadeg kar re ziaes e vije daleañ anezhi dre ar prientiñ a ranker ober. Priz Bras Bro-C'hall a voe nullet ivez abalamour d'ar muzulioù padus bet kemeret gant ar Stad. Ar redadegoù all a voe daleet kentoc'h gant ar spi aozañ anezho adalek miz Even - miz Gouere.
n° | Deiziad | Priz Bras | Lec'h | Statud |
---|---|---|---|---|
1019 | 15 a viz Meurzh | Priz Bras Aostralia | Melbourne | Nullet |
1020 | 22 a viz Meurzh | Priz Bras Bahrein | Sakhir | Daleet |
1021 | 5 a viz Ebrel | Priz Bras Viêt Nam | Hanoi | Nullet |
1022 | 19 a viz Ebrel | Priz Bras Sina | Shanghai | Nullet |
1023 | 3 a viz Mze | Priz Bras an Izelvroioù | Zandvoort | Nullet |
1024 | 10 a viz Mae | Priz Bras Spagn | Barcelona | Daleet |
1025 | 24 a viz Mae | Priz Bras Monako | Monako | Nullet |
1026 | 7 a viz Even | Priz Bras Azerbaïdjan | Bakou | Nullet |
1027 | 14 a viz Even | Priz Bras Kanada | Montréal | Nullet |
1028 | 28 a viz Even | Priz Bras Bro-C'hall | Le Castellet | Nullet |
1029 | 5 a viz Gouere | Priz Bras Aostria | Spielberg | Redet |
1030 | 19 a viz Gouere | Priz Bras Breizh-Veur | Silverstone | Redet |
1031 | 2 a viz Eost | Priz Bras Hungaria | Budapest | Redet |
1032 | 30 a viz Eost | Priz Bras Belgia | Spa-Francorchamps | Redet |
1033 | 6 a viz Gwengolo | Priz Bras Italia | Monza | Redet |
1034 | 20 a viz Gwengolo | Priz Bras Singapour | Singapour | Nullet |
1035 | 27 a viz Gwengolo | Priz Bras Rusia | Sotchi | Da vezañ redet |
1036 | 11 a viz Here | Priz Bas Japan | Suzuka | Nullet |
1037 | 25 a viz Here | Priz Bras ar Stadoù-Unanet | Austin | Nullet |
1038 | 1<añ a viz Du | Priz Bas Mec'hiko | Mexico | Nullet |
1039 | 15 a viz Du | Priz Bas Brazil | São Paulo | Nullet |
1040 | 29 a viz Du | Priz Bras Abou Dabi | Yas Marina | Da vezañ redet |
Deiziadur ofisiel
kemmañKlasket e voe erlec'hiañ ar redadegoù nullet hag en em lakaat asur e vije redet ar re all. Lod eus ar redadegoù, dreist-holl a re gentañ, a oa bet raktreset bezañ redet hep publik.
Kinniget e oa bet redek div wezh war ar memes troiad evit un nebeud redadegoù da gaout ar muiañ a redadeg ma c'helled ha troiadoù a oa bet ar F1 enno o doa kinniget aozañ redadegoù - evel Imola, Hockenheim...
E kreiz miz Mae ne oa bet embannet deiziadur ebet gant an FIA, met hogozik sur e voed e vije stank-kenañ eil darn ar bloavezh, betek miz Genver 2021 zoken[1].
D'an 2 a viz Even e voe embannet un deiziadur kentañ gant eizh redadeg en Europa, trawalc'h evit kuruniñ ur c'hampion. Leusket e voe a-gostez ar redadegoù er maez eus Europa abalamour ne oant ket sur da vezañ redet[2].
Cheñchamantoù
kemmañSkipailhoù
kemmañCheñchamantoù skipailh
kemmañ- Adanvet eo skipailh Scuderia Toro Rosso e Scuderia AlphaTauri gant Red Bull, perc'henner Red Bull Racing ha Scuderia Toro Rosso, diwar ar merk dilhad AlhaTauri.
Blenierien
kemmañMont a reont kuit
kemmañ- Mont a ra Robert Kubica kuit eus Williams F1 Team evit bezañ blenier-esaeoù gant Alfa Romeo.
Distroioù
kemmañ- Distreiñ a ra Esteban Ocon d'ur post blenier titlet gant Renault.
Deraouidi
kemmañ- Nicholas Latifi a gomañs ar redadegoù F1 gant Williams F1 Team.
E-kerzh ar bloaz
kemmañ- Distreiñ a ra Nico Hülkenberg da erlec'hiañ Sergio Pérez, klañv gant ar C'hovid-19 e-pad Priz Bras Breizh-Veur.
Renkadur 2020
kemmañBlenierien
kemmañ
|
|
Saverien
kemmañ
|
|
Notennoù ha daveoù
kemmañ- ↑ (fr) A. Combralier, « Le calendrier effréné de la F1 prévoirait seulement 6 dimanches sans course », Motorsport Nextgen-Auto, 16.05.2020. Lennet d'ar 16 a viz Mae 2020
- ↑ (fr) Motorsports Nextgen Auto, « Officiel : La F1 annonce 8 courses européennes à partir du 5 juillet », 2.06.2020. Lennet d'an 2 a viz Even 2020
Porched ar Formulenn 1 – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn ar Formulenn 1 |