Priz Bras kirri Aostria
Priz Bras Aostria (Alamaneg : Großer Preis von Österreich) zo ur redadeg-kirri Formulenn 1 aozet e 1964, etre 1970 ha 1984, etre 1997 ha 2003 hag abaoe 2014.

Ar Red Bull Ring e-lec'h ma oa bet aozet ar redadegoù etre 1997 ha 2003 (dindan an anv A1 Ring) hag abaoe 2014
IstorAozañ
Aozet e oa bet ar Priz Bras e daou lec'h disheñvel e-kerzh e istor, e rannvro Stiria o-daou, tro-dro da Spielbeg e gevred Aostria. Da gentañ penn e voe aozet redadegoù war ur bon aerlistri a-raok ma voe savet un droiad-pad anvet Österreichring e 1969. Holl redadegoù goude 1970 a oa bet aozet war ar memes lec'h neuze, daoust ma voe adsavet an droiad meur a-wezh ha cheñchet he neuz.
LoreidiAozañ
Ar foñs roz a ziskouez ur redadeg ne oa ket perzh eus Kevezadeg Bed ar Formulenn 1.