Max Verstappen e 2017

Max Emilian Verstappen (distagadur izelvroek [mɑks eːˈmilijɑn vɛrˈstɑpə(n)], bet ganet d'an 30 a viz Gwengolo 1997, zo ur blenier redadegoù-kirri eus an Izelvroioù hag eus Belgia. Redek a ra gant Red Bull Racing e kevezadeg bed ar Formulenn 1. Blenier yaouankañ ar Formulenn 1 e oa bet e 2015 pa gomañsas da redek gant Toro Rosso ha trec'hour yaouankañ eo ivez abaoe 2016 gant Red Bull. Mab eo da Jos Verstappen, a oa bet blenier F1 ivez.

Button Goodwood Alain Prost 2010 (cropped).jpg Porched ar Formulenn 1 – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn ar Formulenn 1.