Alpine F1 Team

Alpine F1 Team
FIA F1 Austria 2021 Nr. 14 Alonso (back).jpg

Fernando Alonso gant Alpine e 2021
Bro Bro-C'hall Bro-C'hall
Renerien ha blenierien
Prezidant Otmar Szafnauer
Rener Laurent Rossi
Blenierien 31 Flag of Normandie.svg Esteban Ocon
10 Flag of Normandie.svg Pierre Gasly
Blenierien esaeoù Flag of Australia.svg Oscar Piastri
Arouezennoù teknikel
Kastell-karr A523
Keflusker Flag of France.svg Renault
Bandennoù-rod Flag of Italy.svg Pirelli
Disoc'hoù
Bloavezhioù o redek Abaoe 2021
Priz Bras kentañ Priz Bras Bahrain 2021
Niverenn ar Prizioù Bras 45
Trec'hioù 1
Plasoù pol 0
Podiomoù 2
Troioù gwellañ 0
Titloù ar saverien -
Titloù ar vlenierien -

Alpine F1 Team, enskrivet dindan an anv BTW Alpine F1 Team,[1] zo ur skipailh Formulenn 1 gall a red abaoe 2021 e plas Renault Sport, ezel eus ar memes strollad saverien-kirri. Liammet eo ouzh ar merk Automobiles Alpine met reprezantiñ a ra Renault ivez evel e verk sportel. Redek a ra gant Esteban Ocon ha Pierre Gasly. Diazezet eo ar rann kastell-karr e Enstone, en Oxfordshire, Bro-Saoz tra m'eo savet ar c'hefluskerioù e Viry-Châtillon e-kichen Pariz ha redek a ra ar skipailh gant un aotre gall.

DiazezoùAozañ

Perc'hennerien bet ar skipailhAozañ

Liammet eo ar skipailh ouzh ar Formulenn 1 abaoe 1981 pa oa anvet Toleman, a-raok bezañ adprenet gant Benetton Group da redek dindan an anv Benetton Formula adalek 1986 ha gounit kevezadeg ar saverien e 1995 ha kevezadeg ar vlenierien e 1994 hag e 1995 gant Michael Schumacher. Gant Benetton e oa bet savet an uzin en Enstone e 1992. E 2000 e voe prenet ar skipailh gant ar saver-kirri gall Renault ha krouet Renault F1 Team e 2002. Gounit a reas kevezadeg ar saverien e 2005 ha 2006 ha kement all gant titl ar vlenierien gant Fernando Alonso d'ar memes bloavezhioù. E 2010 avat e oa bet komañset da werzhañ ar skipailh d'ur font postadur anvet Genii Capital en doa lakaet Lotus Cars da sponsorisañ ar skipailh e 2011[2] a-raok reiñ an anv Lotus F1 Team d'ar skipailh adalek 2012. Adalek 2016, dirak kudennoù arc'hant Genii Capital, e oa bet divizet gant Renault prenañ ar skipailh en-dro, adanvet Renault Sport Formula One Team[3] ha da c'houde Renault Sport betek fin 2020.[4] Alies-mat e reer gant "Skipailh Enstone" hepken evit kaozeal diwar-benn istor an aozadur a labour en uzin-se, en tu all da istor pep skipailh bet perc'henn.

Istor Alpine e Formulenn 1Aozañ

E 1968 e oa bet kaoz da lakaat ar saver kirri-sport Automobiles Alpine da redek e Formulenn 1 ha savet e voe un oto, an Alpine A350, kaset gant ur c'heflusker Gordini. Dilezet e voe ar raktres pa oa bet gwelet ne oa ket galloudus a-walc'h ar c'heflusker.[5] E 1975 e voe savet gant an embregerezh ar pimpatrom a voe implijet gant Renault Sport evit mont e F1 da c'houde e 1977 : Alpine A500 V6 turbo.[6]

E 2020, pa oa bet adaozet ar strollad Renault, e voe embannet e redje skipailh Formulenn 1 ar strollad dindan an anv "Alpine" da lakaat war-wel kirri sport ar strollad.[4]

IstorAozañ

2021Aozañ

 
Alonso gant an Alpine A521, Priz Bras kirri Breizh-Veur

E 2020, pa oa anvet ar skipailh Renault Sport c'hoazh,[4] e oa bet sinet ur c'hevrat gant ar c'hampion-doubl Fernando Alonso da erlerc'hiañ Daniel Ricciardo tra ma oa bet dalc'het Esteban Ocon er skipailh. Pa oa bet cheñchet anv ar skipailh da Alpine F1 Team e oa bet embannet e vije graet gant kefluskerioù Renault.[4] Rener Renault Sport Cyril Abiteboul a embannas ez aje kuit eus ar skipailh.[7] Erlec'hiet e voe gant Davide Brivio a laboure gant Suzuki e MotoGP betek-hen.[8]

Redadeg kentañ Alpine a echuas p'en doa dilezet Alonso abalamour ma oa bet paket torraj gant e garr, ar pezh en doa graet dezhañ tommañ re[9] tra ma oa bet toset Ocon gant Aston Martin Sebastian Vettel.[10] Alpine a verkas poentoù evit ar 15 redadeg da heul avat. An disoc'h gwellañ a voe trec'h Esteban Ocon e Priz Bras Hungaria, a voe trec'h kentañ ur blenier gall war un oto c'hall abaoe Alain Prost war Renault e 1983.[11][12] Pignat a reas Alonso war ar podiom goude Priz Bras Katar.[13]

Disoc'hoù e kevezadeg bed Formulenn 1Aozañ

Bloavezh Skipailh Kastell-karr Keflusker Band.-rod Blenierien (trec'hioù) Niverenn ar PB Poentoù Trec'hioù Plasoù pol Troioù gwellañ Renkadur
2021   Alpine F1 Team Alpine A521 Renault V6 turbo daou-nerzh P   Fernando Alonso
  Esteban Ocon
22 1 0 0 155 5vet
2022   BWT Alpine F1 Team Alpine A522 Renault V6 turbo daou-nerzh P   Fernando Alonso
  Esteban Ocon
22 0 0 0 173 4
2023   BWT Alpine F1 Team Alpine A523 Renault V6 turbo daou-nerzh P   Pierre Gasly
  Esteban Ocon
1 0 0 0 2 6vet

Notennoù ha daveoùAozañ

  1. (en) Media Alpine Cars, « BWT and Alpine F1 Team combine forces in strategic partnership aimed at sustainability drive », 11.02.2022. Lennet d'an 12 a viz Meurzh 2023
  2. (en) F1 Network, « Genii Capital & Group Lotus join forces in Lotus Renault GP », 8.12.2010. Lennet d'an 12 a viz Meurzh 2023
  3. (en) Ian Parkes, « Analysis: 'Special' Enstone gets its reward with Renault F1 era », Autosports, 2.02.2016. Lennet d'an 12 a viz Meurzh 2023
  4. 4,0 4,1 4,2 ha4,3 (en) Formulenn 1, « Renault to rebrand as Alpine F1 Team in 2021 ». Lennet d'an 12 a viz Meurzh 2023
  5. (en) R. Smith "Alpine & Renault: The Development of the Revolutionary Turbo F1 Car 1968-1979." Chapter 3: The Alpine A350 Experimental Grand Prix Car, pp. 24-33
  6. (fr) Alex Renault, « Alpine A500 (1975) », L'Automobile Ancienne, 13.09.2019. Lennet d'an 12 a viz Meurzh 2023
  7. (en) Formula 1, « Renault announce shock departure of F1 team boss Abiteboul ahead of Alpine rebrand », 11.01.2021. Lennet d'an 13 a viz Meurzh 2023
  8. (en) Formula 1, « Alpine announce ex-Suzuki MotoGP chief Davide Brivio as new Racing Director », 17.01.2021. Lennet d'an 13 a viz Meurzh 2023
  9. (en) Jasmine Butler, « Alpine F1 Team left empty handed following the Bahrain Grand Prix. », The Checkered Flag, 01.01.2021. Lennet d'ar 14 a viz Meurzh 2023
  10. (en) Formula 1, « 2021 Bahrain Grand Prix: Vettel crashes into the back of Ocon ». Lennet d'ar 14 a viz Meurzh 2023
  11. (en) Formula 1, « Ocon claims shock maiden victory in action-packed Hungarian Grand Prix, as Vettel disqualified from P2 », 01.08.2021. Lennet d'ar 14 a viz Meurzh 2023
  12. (en) Sean Kelly, « Hungarian GP Facts & Stats: Ocon secures first French triple since Prost – and there's a new record for Alonso », Formula 1, 01.08.2021. Lennet d'ar 14 a viz Meurzh 2023
  13. (en) R.J. O'Connel, « Alonso was “waiting so long” for podium as he ends seven-year drought », Racefans.com, 21.11.2021. Lennet d'ar 14 a viz Meurzh 2023


Kevezadeg bed ar Formulenn 1 e 2023
Red Bull Ferrari Mercedes Alpine McLaren Alfa Romeo Aston Martin Haas AlphaTauri Williams
33 Verstappen
11 Pérez
55 Sainz
16 Leclerc
44 Hamilton
63 Russell
10 Gasly
31 Ocon
4 Norris
81 Piastri
77 Bottas
24 Zhou
14 Alonso
18 Stroll
27 Hülkenberg
20 Magnussen
22 Tsunoda
21 de Vries
23 Albon
2 Sargeant


  Porched ar Formulenn 1 – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn ar Formulenn 1