Kevezadeg bed Formulenn 1 2014 zo 65vet abadenn kevezadeg bed blenierien ar Formulenn 1. N'eo ket krog an abadenn-se met traoù evel deiziataer ar redadegoù da c'hortoz a zo bet diskouezet dija. Ar cheñchamantoù pennañ a zo re ar c'helfuskerioù, eus ur V8 aergelc'h mui ur c'hKERS (Sistem Adtapout an Nerzh Kitenikel) d'ur V6 turbo mui un ERS (Sistem Adtapout an Nerzh) a ra ur sistem daou-nerzh, hag ivez ar cheñchamantoù e keñver aerodinamiezh.
Ar sizhun a-raok Priz Bras Breizh-Veur e voe embannet e oa bet gwerzhet Caterham gant e berc'henner Tony Fernandes. Lakaet e voe ar blenier-bet Christian Albers e penn ar skipailh met un disput war perc'henniezh ar skipailh a redias anezhañ da vankañ div redadeg e fin ar bloaz.
Goude gwallzarvoud Jules Bianchi e Japan e voe re vras kudennoù arc'hant Marussia ha plaset e voe ar skipailh dindan melestriñ barnel.