Jules Bianchi
Ur blenier gall eo Jules Bianchi, bet ganet d'an 3 a viz Eost 1989 e Nisa, Okitania, Bro-C'hall, ha marvet er memes kêr d'ar 17 a viz Gouhere 2015 da heul ur gwallzarvoud c'hoarvezet e-kerzh Priz Bras kirri Japan e miz Here 2014, hag a rede e Formulenn 1 gant Marussia e 2013. Kampion 2009 e F3 Euroseries e oa ivez, ha redet en doa e GP2 Series hag e World Series by Renault el lec'h ma stourme evit bezañ kampion, hep trec'hiñ avat. Niz-bihan ar blenier Lucien Bianchi eo.
Jules Bianchi | |
---|---|
Bro | Bro-C'hall |
Deiziadoù | 3 a viz Eost 1989- 17 a viz Gouhere 2015 |
Kevezadeg bed ar Formulenn 1 | |
Niverenn | 17 |
Bloavezhioù o redek |
abaoe 2013 |
Skipailhoù | Marussia (abaoe 2013) |
Prizioù Bras | 19 |
Trec'hioù | 0 |
Plasoù pol | 0 |
Podiomoù | 0 |
Titloù | N'eus ket |
Gortozet e oa evit dont da vezañ blenier Force India el lec'h m'en deus graet ur bloavezh evel trede blenier met anvet eo bet blenier e Marussia e plas Luiz Razzia.
E red-vicher
kemmañGP2 Series
kemmañDisoc'hoù e kevezadeg GP2
kemmañBloavezh | Skipailh | Redadegoù | Plasoù pol | Trec'hioù | Podiomoù | Poentoù | Renkadur |
---|---|---|---|---|---|---|---|
2010 | ART Grand Prix | 17 | 3 | 0 | 4 | 52 | 3de |
2011 | Lotus ART GP | 18 | 1 | 1 | 6 | 53 | 3de |
WSR
kemmañFormulenn 1
kemmañO kregiñ e-barzh gant Marussia
kemmañHir-tre a oa goañv 2013 evit Bianchi, a oa evezhiet ouzh Adrian Sutil evit eil plas Force India, met dibabet eo bet Sutil e-lec'h Bianchi. Un nebeud devezhioù goude avat eo bet anvet Bianchi evel blenier Marussia e-lec'h Luiz Razzia a oa echu e doullad arc'hant buan a-walc'h, nemet daou zevezh a-raok fin an esaeoù. Ar Priz Bras kentañ a oa mat gantañ, o vezañ kevezusoc'h eget ar c'hCaterhamoù, pal Marussia abaoe tri bloaz.
Disoc'hoù e kevezadeg Formulenn 1
kemmañBloavezh | Skipailh | Kastell-karr | Keflusker | Bandennoù-rod | Prizioù Bras | Plasoù pol | Trec'hioù | Podiomoù | Dilezeloù | Troioù gwellañ | Poentoù | Renkadur |
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
2013 | Marussia F1 Team | MR02 | Cosworth V8 | Pirelli | 1 | 0 | 0 | 0 | 0 | 0 | 0 | 15vet |
Da welout
kemmañ- (fr)(en) Lec'hienn ofisiel
Red Bull | Ferrari | Mercedes | Alpine | McLaren | Alfa Romeo | Aston Martin | Haas | AlphaTauri | Williams |
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
33 Verstappen 11 Pérez |
55 Sainz 16 Leclerc |
44 Hamilton 63 Russell |
10 Gasly 31 Ocon |
4 Norris 81 Piastri |
77 Bottas 24 Zhou |
14 Alonso 18 Stroll |
27 Hülkenberg 20 Magnussen |
22 Tsunoda 21 de Vries |
23 Albon 2 Sargeant |
Porched ar Formulenn 1 – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn ar Formulenn 1 |