Kevezadeg bed ar Formulenn 1 2015
Kevezadeg bed ar Formulenn 1 2015 | |||
Kampion ar vlenierien: Lewis Hamilton Kampion ar saverien: Mercedes | |||
A-raok: | 2014 | War-lerc'h: | 2016 |
Kevezadeg bed Formulenn 1 2015 zo 66vet abadenn kevezadeg bed blenierien ar Formulenn 1. Naontek redadeg a oa bet redet d'ar bloaz-se ha mont a reas ar maout gant Lewis Hamilton, e-touez ar vlenierien ha gant Mercedes e-touez ar saverien.
Blenierien ha kirri
kemmañSetu roll an holl vlenierien, skipailhoù hag oberourien keflusker o doa redet e 2015.
Prizioù Bras 2015
kemmañCheñchamantoù
kemmañSkipailhoù
kemmañCheñchamantoù skipailh
kemmañ- Freuz-stal a ra Caterham F1 Team ha n'eo ket adprenet gant unan all.
- Adprenet eo Marussia F1 Team ha cheñch a ra anv un tammig evit Manor Marussia. Adkemer a reas otoioù 2014 oc'h adaptiñ anezho d'ar reolennoù nevez.
- Sañset e oa Haas F1 Team da gomañs de redek e 2015 met choaz a ra daleañ e loc'hañ d'ar bloaz da c'houde.
Cheñchamantoù keflusker
kemmañ- McLaren Racing a za da redek gant kefluskerioù Honda, a zistro d'ar Formulenn 1.
- Mont a ra Lotus F1 Team da redek gant kefluskerioù Mercedes.
Blenierien
kemmañCheñch a reont skipailh
kemmañ- Fernando Alonso a ziviz mont kuit eus Ferrai evit redek gant McLaren.
- Mont a ra Sebastian Vettel kuit eus Red Bull Racing evit erlec'hiañ Fernando Alonso e Ferrari.
- Daniil Kvyat az a da Red Bull da erlec'hiañ Sebastian Vettel.
- Marcus Ericsson a guita Caterham evit redek gant Sauber.
Mont a reont kuit
kemmañ- N'eo ket dalc'het Max Chilton gant Manor Marussia.
- Ne zeu ket a-benn Kamui Kobayashi, en doa redet etre 2009 ha 2014, da gavet ur plas nevez goude freuz-stal Caterham F1 Team.
- N'eo ket dalc'het Jean-Éric Vergne da redek gant skipailhoù Red Bull. Chom a ra evel blenier-esaeoù Ferrari.
- Kement-all e ra Esteban Gutiérrez gant Ferrari goude bezañ skarzhet eus Sauber.
- Adrian Sutil az a kuit eus Sauber. Kavet a ra labour evel blenier-esaeoù Williams.
Marvioù
kemmañ- Gloazet e oa Jules Bianchi abaoe Priz Bras Japan 2014. Mervel a reas d'ar 17 a viz Gouere 2015.
Distreiñ a reont
kemmañ- Kevin Magnussen, ha ne oa ket bet miret gant McLaren da redek e 2015, a zistro d'ober ur redadeg e penn-kentañ ar bloaz evit erlec'hiañ Fernando Alonso, gloazet.
Deraouidi
kemmañ- Max Verstappen a gomañs da redek gant ar Scuderia Toro Rosso. Hemañ zo mab da Jos Verstappen a oa bet blenier e bloavezhioù 1990. Blenier F1 yaouankañ a zo bet biskoazh, 17 vloaz anezhañ d'e redadeg gentañ.
- Carlos Sainz, mab d'ar c'hampion rallioù Carlos Sainz, a gomañs da redek gant Toro Rosso.
- Felipe Nasr a gomañs da redek gant Sauber.
- Will Stevens a red gant Manor Marussia.
- Roberto Mehri a red gant Manor Marussia.
- Alexander Rossi a red gant Manor Marussia evit pemp redadeg e fin ar bloaz.
Renkadur 2015
kemmañBlenierien
kemmañ
|
|
Saverien
kemmañ
|
|
Notennoù
kemmañDaveoù
kemmañPorched ar Formulenn 1 – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn ar Formulenn 1 |