Priz Bras kirri Belgia
Priz Bras Belgia (galleg : Grand Prix de Belgique ; flandrezeg : Grote Prijs van België; alamaneg : Großer Preis von Belgien) zo ur redadeg-kirri eus Kevezadeg bed ar Formulenn 1. E Priz Bras kirri Belgia 1925 e voe dalc'het evit ar wezh kentañ e rannvro Spa, Belgia, war troiad Spa-Francorchamps aozet gant hentoù publik. D'ar memes mare ha war ar memes troiad e voe dalc'het ur redadeg 24 eurvezh war patrom 24 eurvezh ar Mañs (dalc'het evit ar wezh kentañ e Priz Bras kirri Belgia 1923).
Brudet eo rannvro Spa evit he meteo ne c'heller ket raktresañ, hag evit bezañ bro ar glaveier puilh. E-pad ur mare e oa bet glav ugent vloaz diouzh renk da vare Priz Bras Belgia. Ken hir eo troiad Spa-Francorchamps ma c'hell bezañ brav an amzer war ul lodenn ha glavek war ul lodenn all. Unan eus Prizioù Bras muiañ-karet ar vlenierien hag ar publik an hini eo avat.
Roll al loreidi
kemmañUr foñs roz a ziskouez ur redadeg ne oa ket perzh eus Kevezadeg bed ar Formulenn 1.
Ur foñs melen a ziskouez ur redadeg a oa perzh eus Kevezadeg Europa a-raok an Eil Brezel-bed.
Ur foñs gwer a ziskouez ur redadeg a oa perzh eus Kevezadeg bed ar Saverien a-raok ar brezel.
Trec'herien
kemmañTrec'hioù | Blenier | Bloazioù gounezet |
---|---|---|
6 | Michael Schumacher | 1992, 1995, 1996, 1997, 2001, 2002 |
5 | Ayrton Senna | 1985, 1988, 1989, 1990, 1991 |
4 | Jim Clark | 1962, 1963, 1964, 1965 |
Kimi Räikkönen | 2004, 2005, 2007, 2009 | |
Lewis Hamilton | 2010, 2015, 2017, 2020 | |
3 | Juan Manuel Fangio | 1950, 1954, 1955 |
Damon Hill | 1993, 1994, 1998 | |
Sebastian Vettel | 2011, 2013, 2018 | |
2 | Alberto Ascari | 1952, 1953 |
Emerson Fittipaldi | 1972, 1974 | |
Niki Lauda | 1975, 1976 | |
Alain Prost | 1983, 1987 |
Saverien
kemmañUr foñs roz a ziskouez ur redadeg ne oa ket perzh eus Kevezadeg bed ar Formulenn 1.
Ur foñs melen a ziskouez ur redadeg a oa perzh eus Kevezadeg Europa a-raok an Eil Brezel-bed.
Trec'hioù | Saver | Bloazioù gounezet |
---|---|---|
18 | Ferrari | 1952, 1953, 1956, 1961, 1966, 1975, 1976, 1979, 1984, 1996, 1997, 2001, 2002, 2007, 2008, 2009, 2018, 2019 |
14 | McLaren | 1968, 1974, 1982, 1987, 1988, 1989, 1990, 1991, 1999, 2000, 2004, 2005, 2010, 2012 |
8 | Lotus | 1962, 1963, 1964, 1965, 1972, 1977, 1978, 1985 |
7 | Mercedes | 1935, 1939, 1955, 2015, 2016, 2017, 2020 |
4 | Alfa Romeo | 1925, 1947, 1950, 1951 |
Williams | 1981, 1986, 1993, 1994 | |
Red Bull | 2011, 2013, 2014, 2021 | |
3 | Bugatti | 1930, 1931, 1934 |
2 | Maserati | 1933, 1954 |
Benetton | 1992, 1995 |
Liammoù diavaez
kemmañPorched ar Formulenn 1 – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn ar Formulenn 1 |