Kevezadeg bed ar Formulenn 1 1965
Kevezadeg bed ar Formulenn 1 1965 | |||
Kampion ar vlenierien: Jim Clark Kampion ar saverien: Lotus-Climax | |||
A-raok: | 1964 | War-lerc'h: | 1966 |
Kevezadeg bed ar Formulenn 1 1965 a zo bet gounezet gant ar skosat Jim Clark gant Lotus-Climax. Mont a ra maout ar saverien gant Lotus.
Reolennoù sportel
kemmañ- Nemet ar c'hwec'h disoc'h gwellañ ne vez miret.
- Roet e vez ar poentoù hervez ar feurbriz 9, 6, 4, 3, 2, 1.
Reolennoù teknikel
kemmañ- Kefluskerioù aerwask 1500 km³.
- Kefluskerioù turbo difennet.
Blenierien ha kirri
kemmañGoude nemet un nebeud sizhunioù etre-mareoù, o rakwelout ur cheñchamant teknikel evit 1966, a grog ar gevezadeg 1965 e Suafrika d'ar 1añ a viz Genver 1965 gant tost ar memes kirri hag e 1964.
Mirout a ra Ferrari e vlenierien John Surtees ha Lorenzo Bandini, evel Lotus a gendalc'h kaout fiziañs e Mike Spence (Peter Arundell a zo gloazet c'hoazh) evit bleniañ e-kichen ar c'hampion skos Jim Clark. Cheñchamant ebet ivez gant Brabham, kaset gant ar blenier-rener Jack Brabham (a vlein mui pe mui, evit mirout ul lagad war aferioù e skipailh, erlec'hiet gant ar blenier zelandnevezat Denny Hulme) ha gant Dan Gurney.
Ur c'henskiper nevez en deus Graham Hill gant BRM, Richie Ginther a zo bet erlec'hiet gant an deraouad skos Jackie Stewart. Aet eo Ginther da Honda a ra anezhañ e vlenier kentañ, Ronnie Bucknum o tisplegañ ar c'harr.
Ur cheñchamant a zo ivez gant Copper e lec'h ma ya kuit er-maez ar Formulenn 1 an ez-kampion bed Phill Hill goude un tremen evel ul luc'hedenn. Erlec'hiet eo bet gant an aostrian yaounank Jochen Rindt, pa chom Bruce McLaren ar blenier kentañ.
Roll penn-da-benn ar skipailhoù hag ar vlenierien o doa kemeret perzh e-barzh kevezadeg 1965 ar Formulenn 1, aozet gant ar FIA.
Diverradenn ar gevezadeg 1965
kemmañKerkent a ma krog ar gevezadeg e Suafrika e c'hounez Jim Clark, gant ur pol, hag un tro wellañ ouzhpenn, o vezañ er penn penn-da-benn gant ar kirri 1964.
Pevar miz war-lec'h e Monako a zo digoretoc'h ar redadeg peogwir n'eo ket deuet Clark a zo er Stadoù-Unanet evit gounit an Indianapolis 500 a zo redet d'ar memes dibenn sizhun. Diaes a grog ar redadeg evit Graham Hill ar ur fazi o tiwall ouzh Brabham Bob Anderson, harzet war an troiad. Rankout a ra Hill mont er-maez eus e garr evit lakaat anezhi ober un dro e hed ar redadeg a-raok bezañ lañset er redadeg foll a echu gant marteze trec'h bravañ Graham Hill. Ober a ra fent ouzh Jim Clark goude ar redadeg o tisklêriañ : "En em santout a raen prest da c'hounit ouzh n'eus forzh piv, marteze Clark ivez". Merket e vez ar redadeg gant gwallzarvoud spontus Paul Hawkins a ra evel Alberto Ascari e 1955, o echuiñ e redadeg e foñs porzh Monte Carlu.
E Belgia a zo distroet Clark a c'hounit aes-tre, o kemer penn ar gevezadeg. Gounit a ra diouzhtu war-lec'h Prizioù Bras Bro-C'hall, Breizh-Veur daoust un harz brav gant Graham Hill, Priz Bras an Izelvroioù hag hini Alamagn. Gant pemp trec'h diouzh renk e c'hounit CLark e eil ditl ar vlenierien.
Echuiñ a ra heuliad Clark en Italia, o tilezel dre ur gudenn geflusker, pa oa o stourm gant Hill ha Sterwart, a c'hounez ar redadeg goude e stourm ouzh ar blenier saoz. Trec'h kentañ ar skos eo e Formulenn 1.
Merket evez Priz Bras Stadoù-Unanet gant absañs John Surtees, gloazet e-pad ur redadeg Can-Am e Kanada. Gounezet eo ar redadeg gant Hill a gemer e rebech.
Ar redadeg diwezhañ e Mec'hiko a zo gounezet gant Richie Ginther a c'hounit e drec'h kentañ, ha trec'h kentañ e skipailh Honda.
Prizioù Bras ar bloavezh 1965
kemmañn° | Deiziad | Priz Bras | Lec'h | Trec'hour | Skipailh | Diverradenn |
---|---|---|---|---|---|---|
132 | 1añ a viz Genver | Priz Bras Suafrika | East London | Jim Clark | Lotus-Climax | Diverradenn |
133 | 30 a viz Mae | Priz Bras Monaco | Monaco | Graham Hill | BRM | Diverradenn |
134 | 13 a viz Even | Priz Bras Belgia | Spa-Francorchamps | Jim Clark | Lotus-Climax | Diverradenn |
135 | 27 a viz Even | Priz Bras Bro-C'hall | Clermont-Ferrand | Jim Clark | Lotus-Climax | Diverradenn |
136 | 10 a viz Gouere | Priz Bras Breizh-Veur | Silverstone | Jim Clark | Lotus-Climax | Diverradenn |
137 | 18 a viz Gouere | Priz Bras an Izelvroioù | Zandvoort | Jim Clark | Lotus-Climax | Diverradenn |
138 | 1añ a viz Eost | Priz Bras Alamagn | Nürburgring | Jim Clark | Lotus-Climax | Diverradenn |
139 | 12 a viz Gwengolo | Priz Bras Italia | Monza | Jackie Stewart | BRM | Diverradenn |
140 | 3 a viz Here | Priz Bras Stadoù-Unanet | Watkins Glen | Graham Hill | BRM | Diverradenn |
141 | 24 a viz Here | Priz Bras Mec'hiko | Mexico | Richie Ginther | Honda | Diverradenn |
Renkadur ar vlenierien
kemmañRenk | Blenier | Bro | Karr | Niver a boentoù |
---|---|---|---|---|
1añ | Jim Clark | Bro-Skos | Lotus-Climax | 54 |
Eil | Graham Hill | Rouantelezh-Unanet | BRM | 40 (47) |
3de | Jackie Stewart | Bro-Skos | BRM | 33 (34) |
4re | Dan Gurney | Stadoù-Unanet | Brabham-Climax | 25 |
5vet | John Surtees | Rouantelezh-Unanet | Ferrari | 17 |
6vet | Lorenzo Bandini | Italia | Ferrari | 13 |
7vet | Richie Ginther | Stadoù-Unanet | Honda | 11 |
8vet | Mike Spence | Rouantelezh-Unanet | Lotus-Climax | 10 |
9vet | Bruce McLaren | Zeland-Nevez | Cooper-Climax | 10 |
10vet | Jack Brabham | Aostralia | Brabham-Climax | 9 |
11vet | Denny Hulme | Zeland-Nevez | Brabham-Climax | 5 |
12vet | Joseph Siffert | Suis | Brabham-BRM | 5 |
13vet | Jochen Rindt | Aostria | Cooper-Climax | 4 |
14vet | Pedro Rodríguez | Mec'hiko | Ferrari | 2 |
15vet | Ronnie Bucknum | Stadoù-Unanet | Honda | 2 |
16vet | Richard Attwood | Rouantelezh-Unanet | Lotus-BRM | 2 |
Renkadur ar saverien
kemmañRenk | Bro | Karr | Niver a boentoù |
---|---|---|---|
1añ | Rouantelezh-Unanet | Lotus-Climax | 54 |
Eil | Rouantelezh-Unanet | BRM | 45 |
3de | Italia | Ferrari | 26 |
4re | Rouantelezh-Unanet | Brabham-Climax | 21 |
5vet | Rouantelezh-Unanet | Cooper-Climax | 14 |
6vet | Japan | Honda | 11 |
7vet | Rouantelezh-Unanet | Brabham-BRM | 5 |
8vet | Rouantelezh-Unanet | Lotus-BRM | 2 |
Porched ar Formulenn 1 – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn ar Formulenn 1 |