Williams F1 Team
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Williams F1 Team | |
---|---|
George Russel e 2020. | |
Bro | Bro-Saoz |
Renerien ha blenierien | |
Prezidant | Jost Capito |
Rener | François-Xavier Demaison |
Blenierien | 23 Alexander Albon 6 Nicholas Latifi |
Blenierien esaeoù | 89 Jack Aitken Roy Nissany |
Arouezennoù teknikel | |
Kastell-karr | Williams FW44 |
Keflusker | Mercedes-Benz |
Bandennoù-rod | Pirelli |
Disoc'hoù | |
Bloavezhioù o redek | Abaoe 1978 |
Priz Bras kentañ | Arc'hantina 1978 |
Niverenn ar Prizioù Bras | 773 (769 disparti) |
Trec'hioù | 114 |
Plasoù pol | 128 |
Podiomoù | 313 |
Troioù gwellañ | 133 |
Titloù ar saverien | 9 |
Titloù ar vlenierien | 7 |
Williams Grand Prix Engineering Limited (e 2014 Williams Martini Racing) zo ur skipailh saoz a red er Formulenn 1 abaoe 1978, en ur c'hounit meur a ditl, dreist-holl e-pad ar bloavezhioù 1990. Koruet eo bet gant Frank Williams ha Patrick Head. Redet he deus gant ar vlenierien gwellañ evel Alan Jones, Nelson Piquet, Nigel Mansell, Alain Prost, Ayrton Senna, Damon Hill, Jacques Villeneuve ha Juan-Pablo Montoya. Gounezet he doa 16 kevezadeg ha redek a ra gant Felipe Massa ha Valterri Bottas e 2014. Susie Wolff eo he blenierez esaeoù pennañ, e-kichen Felipe Nasr.
Ur skipailh feuriet en eskemmdi eo abaoe 2011. Kenderc'hel a ra Frank Williams da vezañ ar perc'henner pennañ avat. Unan eus ar berc'hennerien a chom a zo Toto Wolff (dindan 10%), deuet da vezañ rener Mercedes. Renet e vez ar skipailh a zeiz-da-zeiz gant merc'h Frank Williams, Claire Williams.
Orin ar skipailh
kemmañKrouet eo bet ar skipailh a-hiziv e 1977 met a-raok e lakae Frank Williams kirri da redek dindan e anv, gant ar skipailh Frank Williams Racing Cars. Ne oa ket kevezus a-walc'h e girri, ha adprenet eo bet ar skipailh gant Walter Wolf e 1976. Divizet en deus Williams kuitaat ar skipailh, adbadezet Walter Wolf Racing war-lerc'h ha lakaat kirri March da redek dindan an anv Williams Grand Prix Engineering e 1977. D'ar mare-se en deus kejet Williams gant Patrick Head a zo deuet da vezañ ijinour pennañ ar skipailh ha kenberc'henner adalek an deroù betek 2011.
E Formulenn 1
kemmañGant Ford
kemmañGant Honda
kemmañGant Judd
kemmañGant Renault
kemmañGant Mecachrome ha Supertec
kemmañAr c'hevelerezh gant BMW
kemmañGant Cosworth
kemmañGant Toyota
kemmañCosworth adarre
kemmañRenault adarre
kemmañE miz Mae 2013 eo bet disklêriet gant Williams e oa o vont da cheñch e geflusker adarre evit redek gant Mercedes-Benz, o kaout spi d'ober an dibab gwellañ evit ar cheñchamantoù reolennoù ar c'heflsukerioù, o tremen d'ur V8 aergelc'h d'ur V6 turbo 1.6 litrad e 2014. E fin 2013 eo bet disklêriet disparti Pastor Maldonado da Lotus, erlec'hiet gant Felipe Massa o tont eus Ferrari, gant ur sponsor bras, Petrobras. Miret eo bet Valtteri Bottas goude ur vloaz, ha Susie Wolff evel blenierez esaeoù. Pouezusoc'h evit ar skipailh eo bet disklêriet e deroù 2014 ur c'hevelerezh gant Martini, o lakaat ar skipailh da gemer livioù ar Martini Racing hag o tont da vezañ Williams Martini Racing, ar pezh a dalvezo evit meur a vloaz.
E redadegoù kirri all
kemmañFormulenn 2
kemmañDibabet eo bet Williams e 2009 evit sevel ar c'harr a zo bet roet da bep blenierien e F2.
Rallioù
kemmañBritish Touring Car Championship
kemmañDisoc'hoù e Formulenn 1
kemmañSellet ivez
kemmañKampion a-raok : Ferrari |
Williams Kampion bed ar Formulenn 1 1980-1981 |
Kampion war-lerc'h : Ferrari |
Kampion a-raok : McLaren |
Williams Kampion bed ar Formulenn 1 1986-1987 |
Kampion war-lerc'h : McLaren |
Kampion a-raok : McLaren |
Williams Kampion bed ar Formulenn 1 1992-1993-1994 |
Kampion war-lerc'h : Benetton |
Kampion a-raok : Benetton |
Williams Kampion bed ar Formulenn 1 1996-1997 |
Kampion war-lerc'h : McLaren |
Red Bull | Ferrari | Mercedes | Alpine | McLaren | Alfa Romeo | Aston Martin | Haas | AlphaTauri | Williams |
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
33 Verstappen 11 Pérez |
55 Sainz 16 Leclerc |
44 Hamilton 63 Russell |
10 Gasly 31 Ocon |
4 Norris 81 Piastri |
77 Bottas 24 Zhou |
14 Alonso 18 Stroll |
27 Hülkenberg 20 Magnussen |
22 Tsunoda 21 de Vries |
23 Albon 2 Sargeant |
Porched ar Formulenn 1 – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn ar Formulenn 1 |